ar Vogedenn

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, juin 1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

War devenn ar c’hoad don du-se, me ’wel
Un ti soul damguzhet mat er goudor,
E-lec’h ne c’hell tizhout faeüs an avel,
Un ti soul iliavet dezhañ e zor.

Sellit, e vogerioù, ’vel ur c’hozhiad
Daoubleget gant an oad hag ar vizer,
Faoutet evel emaint, kant bloavezhiad
E chomint c’hoazh war sav, daoust d’an amzer.

Diouzh ar siminal gozh ken skarnilet,
A-dreist an doenn, a bign ur vogedenn,
E-giz, d’an amzer yen, e vez gwelet
O tont diouzh e c’henoù alan pep den.

Goustad, o troidellat, ar vogedenn
En em sav gant sikour an aezhennig,
Evit kas da Zoue, d’an Neñv, pedenn
Ar c’hristen paour o chom el lojennig :

    « Amañ, pell diouzh an drouz,
    Pell diouzh safar ar bed,
    Ar maezioù am c’helenn kerkoulz
    Hag an desketañ doktored ! »