Tiñsit, brallit, sonit, klemmit

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Da bep testenn e vammenn
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Ar Vro, août 1908
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Tiñsit, Kleier va farrez
Pa vo ganet an devezh ;
Kanit gant mouezh an Aelez
Meuleudi o Rouanez !

Brallit, Kleier va farrez,
Ken a skiltro ar menez,
Evit ar C’hristen nevez
Ganet e Dour ar Vuhez !

Sonit, Kleier va farrez,
Rak dre ar briedelezh
E teu daou bried nevez
Da skoulmañ o c’harantez !

Klemmit, Kleier va farrez,
War an den a gousk er bez
Torret neudenn e vuhez
Gant an Ankoù didruez !