ar Sorserez

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, octobre 1911
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

           da’m c’hendiskibien ar barzh Jos Albaret
               ha Yann Donnard, diouzh Pontekroaz

– Dindan sklêrijenn velen ar c’hann-loar
Piv ’deu du-hont dre sioulder al lanneg,
Nemet ar miliner, Fañch al Lontreg ?
Mezv bep foar, bep sul, an holl her goar.

Distroiñ a ra d’ar gêr ar miliner divezh,
Goude bezañ lezet e gwer an ostizez
E dammig skiant vat hag e c’hounidegezh.

Un troad a c’hoanta mont war-zu ar mor,
C’hoant egile zo war-zu ar menez ;
Bouzelloù leuniet a-hed an devezh
Ur penn goullo, ur spered divemor :

Setu ar pezh a deu gant ar Rouller d’e di :
Peadra da lakaat e wreg d’huanadiñ ;
Setu labour dispar graet gant ar Vezventi !

Piv eo ar skeud-se ’zo du-hont ’kreiz ar c’hoashent,
E-tal ar wazhig-dour dre al lanneg divent ?...
Fañch al Lontreg zo spontet : ur c’hofad aon en deus,
N’eo ket un den ’zo du-hont : kentoc’h ’vefe un teuz !

Fañch zo manet en e sav, reut,
Ha davetañ, prim, a zo deut
Ur sorserez gozh, kamm ha treut.

« Miliner, emezi, ne dalv ket dit spontañ ;
Ha pa gouezhfe warnout ar c’hleñved ar startañ,
Arabat dit krenañ : me eo ar sorserez !

« Ha pa ’tefe bremañ droug bouzelloù, poan-benn,
Ar gwentr, droug-daoulagad, ar remm pe ar vosenn :
Arabat dit krenañ : me eo ar sorserez !

« Lavar din ’ta da boan ; bez fiziañs em galloud ;
Dizale ne vo ken nag enkrez nag hirvoud.
Arabat dit krenañ : me eo ar sorserez !

« – Gwelet a ran bremañ : poan bouzelloù ec’h eus.
Ul louzoù zo ganin : ev anezhañ hep euzh.

« Al louzoù-se, m’hen tou, ul louzoù dispar eo,
Gouest a-walc’h da lakaat den marv da zont bev,
Burzhudus da yac’haat al Lonker pa vez me’v !

« – Klev, setu amañ krak ha berr
Ar pezh a zo aet d’e ober :

« – Taolet zo bet er pod houarn
Bouzelloù flaerius seizh louarn,
Treid ur ranig, un touseg brein
Bet seizh devezh dindan ar vein ;
M’hen tou, ul louzoù dispar eo
Evit yac’haat al Lonker me’v !

« – E-touez zo bet kemmesket c’hoazh
Seizh penn ki, hag ur bleiz nav bloaz ;
Felc’h ur bouc’h, kroc’hen ur glazard,
Kalon ur Judaz, un naer lart ;
M’hen tou, ul louzoù dispar eo
Evit yac’haat al Lonker me’v !

« – E-pad nav bloaz, seizh gwech bep miz
E chomas al louzoù iskis
Da verviñ war un tantad tan
C’hwezhet gant mevel bras Satan ;
M’hen tou, ul louzoù dispar eo
Evit yac’haat al Lonker me’v ! »

Ha Fañch ar Miliner, ken gwenn hag ar marv,
En deus ranket evañ al loustoni c’hwerv !

War e benn er wazh-dour kerkent ez eo kouezhet :
Eno, diouzh ar mintin, e oa kavet beuzet !...

Lod a lavar penaos, e-pad meur a vloavezh,
El lanneg e oa c’hwezh louzoù ar sorserez !...

    Boharz