Pesketour Breizh-Izel
- ar C’havell hag ar bez
- an Den dall
- Breizh kristenez
- Pried ar martolod
- Hentoù kozh va c’hêrig
- Pedit evidon !
- Hirvoud
- an Nevez-Amzer
- ar Vogedenn
- Mouezh ar c’horn-boud
- Tiñsit, brallit, sonit, klemmit
- Nevenoe
- ar Sorserez
- Hor c’harantez
- an Divinourez
- Bugale Breizh !
- D’an tier
- Gouelvan
- Hon daou
- Kemper
- Kousk ar Mabig Jezuz
- Kroazioù...
- Va mestrez
- War an hent
- an Hent
- Pesketour Breizh-Izel
Kenveradeg diskouezadeg Brest 1913
Kentañ priz ex-æquo
Bountet gant an avel, hep krenañ rak ar marv,
War va bag e tridan pa gollan gwel an douar :
Ar mor ’zougo va bag, blejal kement ma karo !
Dre greiz an tarzhioù bras, dre greiz an toenn e kounnar.
« Va bag, pa bleg da wern, a-wechoù pa gostizez,
Ne reomp nep van ebet, boazet ’imp deus ar vicher ;
Pa droc’h da staon an tarzh o virvi gwenn evel laezh,
Na plijadur hon eus o c’hoari gant an amzer !
« Ar barroù arne du zo evidomp un ebat,
O c’hoarzhin e redomp diverret krenn hor gouelioù,
Taolet ha distaolet gant ar gwagennoù dañvad,
E goueled an erv, pe war gein gwenn an tarzhioù !
« Ur spont eo koulskoude klevet mouezh kriz an avel
O yudal a bep tu diouzh pevar c’horn an Neñvoù ;
Daoust ha ne vefe ket an Anaon ouzh hor gervel,
O lâret deomp diwall diouzh bag euzhus an Ankoù !
« Va bagig, dindanomp, sell an islonk a zigor !
Daoust ha ne chomimp ket dindan an tarzh eonennus,
Sebeliet da viken e donder divent ar mor ?
– Arabat eo krenañ dirak ar marv skrijus ! »
................................
Nag a vartoloded, un deiz o tremen ar Raz,
A zo bet goueledet, trec’het gant bag an Ankoù !
War-lerc’h ar brasañ spont, o deus bet ar gwashañ glaz !
Ar mor a zalc’h gantañ hiriv c’hoazh o relegoù...
Un nozvezh avel foll, tostik d’an Enez Sizun,
Va zad ha va zri breur, siwazh a zo bet beuzet...
Ruilhet ha diruilhet, o eskern, dalc’hmat o hun,
A c’hortoz marteze ma’z in ivez d’o gwelet !
................................
Ha bremañ, mignoned, bezit truez, me ho ped ;
Lavarit ur Bater, bep noz, en ho pedennoù,
Evit hon tud kousket e strad ar mor ’vit bepred...
Selaouit o c’hlemmoù dre douez trouz ar gwagennoù !
Brest