Pedit evidon !

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, octobre 1907
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

En ur vourc’hadennig diwar ar maez,
Didrouz oc’h huñvreal gant e anken,
E tiwaske poanioù ur c’hlañvour kaezh,
E bian oa diremed, spi ebet ken !
« Va mignoned, a lâre ar c’hlañvour,
O ! pa glevoc’h an Añjeluz o son,
An Añjeluz o son e-barzh an tour,
Va mignoned pedit holl evidon !

« Met, mignoned, un devezh pa weloc’h
Ar stêr vihan kresket dezhi he dour
Hag ar gwez hep delioù, lârit e peoc’h :
Evit mat, diboaniet eo ar c’hlañvour ;
Doue d’e zegemer er baradoz !
Va mignoned, pa glevoc’h da serr-noz,
En tour, glaz an Anaon trist o tiston,
Va mignoned, pedit holl evidon !

« Karet em eus Doue ’hed va buhez,
E servijet am eus ivez, va zud ;
Esper am eus e kemero truez
Eus ar c’hristen a varv e-kreiz e vrud !
N’am eus graet c’hoazh a boan nemet tremen
Ha va buhez a zo deut d’he zermen :
Pa ziskenno va c’horf en ur bez don,
Va mignoned, pedit holl evidon !

« Ho kuitaat a rankin holl koulskoude,
Breizh-Izel gaer ha va mamm ha va zad,
O c’hortoz ar marv trist ’on noz-deiz !
Ho karet bremañ a zo re ziwezhad !…
E kalon va c’herent, joa ebet ken
Ur wech ma vin aet kuit evit atô,
Ne rint nemet gouelañ ho mab hepken ;
Va mignoned, pedit holl evito ! »