an Nevez-Amzer

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, avril 1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Setu dilezet gant ar bed
Ar vantell keit all zo douget ;
Mantell a gañv, liv al ludu,
Ledet en oabl peurvuiañ du.

Skuizhet o yenañ ac’hanomp,
Ar goañv zo tec’het kuit : kanomp !
Da c’hortoz ma vezo distro,
C’hoarzhomp e-giz ma c’hoarzh hor Bro.

Rak evit gwir c’hoarzhin a ra
Hor Breizh, heol warni o parañ.
An aezhenn a lez war he lerc’h
En un dremen c’hwezh glan ha gwerc’h.

Er prad eo ganet ar bleunioù,
Hag ar spern-gwenn war ar c’hleunioù,
Bleunioù koant gant o c’hwezh dispar,
Spern-gwenn o c’hoarzhin, me ho kar !

Er prad hag a oa riellet
E sav bokedoù marellet,
Ar foenneg a zo spilhennet
Gant ar bleunioù hañv alaouret.

Ar valafennig dre an aer
A ra kant ha kant tro lijer :
Pourmen a ra dre an delioù
He divaskell a bep seurt liv.

Dindan ar brouskoad hag er c’harzh,
Nag a laboused kaer a c’hoarzh !
Gant mall e kanont war o neizh,
Laouenidigezh leun o c’hreiz.

D’ar goañv an amzer vrav zo trec’h ;
Kouezhet diwarnañ ur gwall vec’h,
Fañch Kouer a arvest dinec’h
Ouzh e ed o sevel d’an nec’h.

Hag ar c’hristen paour ezhommek,
En un dremen dre al lanneg,
Aezhenn glouar, heol o parañ,
A zebr c’hwekoc’h e damm bara.

An heol splann a liv al lili,
A domm d’ar paour e izili :
Doue dezhañ a ro d’intent
Pegen koant eo bleunioù an hent.

Diganit, o nevez-amzer,
Nag a vadoù a c’hortozer !
Nevez-amer, da soñj hepken
A ra tridal kalon an den !...

Gortoz a ran un Durzhunell
Da zont da’m c’haout a denn askell...
Nevez-amzer, te a dec’ho,
Met va zurzhunell a chomo !