Nevenoe

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, août 1911
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Abaoe pevar c’hant vloaz, Breizh-Vihan oa flastret ;
Dindan treid ar gouezidi e chomas pell moustret.
Dindan yev ar Romaned ha tud an Hanternoz
Siwazh ! Izel e plegas pennoù hon tadoù-kozh.

Re a zizunaniezh a rene dre Bro-Vreizh,
Ha bagadoù an estren a sailhe war o freizh.
Soñjomp pizh, brogarourien, ha tennomp ar gentel :
En em vodomp, mar klaskomp an trec’h da Vreizh-Izel.

Meur a Vreizhad a glaskas gwallañ an enebour :
Met, bepred dizunanet, e oant berr a sikour ;
Ha Jarnitin, ha Morvan, al Lez-Breizh ken brudet,
Ha Gwionvarc’h e-unan, bep eil a oa pladet.

Doue... Daoust an Arvorig a zo o vont da goll ?
Daoust hag e vo dispennet gant skilf ar Frank diroll ?...
O ! nann, Breizh a lugerno pell amzer er bed holl,
Rak Nevenoe dispar a savo en un taol.

Brec’h nerzhus, spered digor, e lako e c’halloud
Da virout ouzh an Ankoù da zont da skeiñ e vroud
E kig e ouenn dinerzhet : da Nevenoe eo
E tle c’hoazh ar Vretoned da vezañ ur bobl vev.

Gant izili diframmet e sav ur c’horf a-bezh,
Hag e ijin brogarour a c’hwezh ennañ buhez.
– Deut eo an Nevenoe ; hag ar Breton a vrall
Soudarded an Normaned hag an Impalaer gall !

– Charlez Veur, da lezennoù buan a zo torret,
Holl hualoù Breizh-Vihan e berr a zo troc’het :
Breizhiz a zo dasorc’het, pilet ar Gallaoued ;
Enor d’an Nevenoe a vrevas ar gaoued !

– Douaroù a dro Redon, daoust ha c’hoazh ho peus soñj
Pet mil a enebourien a bakas dir ’n o groñj ?
Daoust ha n’ho peus ken eñvor, pegen mezhek ha stank
A dec’he, prim, soudarded Charlez ar Penn-Moal frank ?

– Ha c’hwi, lanneier Ballon, daoust hag e-pad tri deiz
N’oc’h ket bet a-walc’h douret gant gourenerien Breizh ?
Dindan ho yeot, a-dammoù, leun a doulloù goafoù,
Pet mil eus hor gwallerien a vreinas o c’horfoù ?

Dindan tud Nevenoe, penngollet gant ar spont
Ar Franked a oa flastret : an tec’h prim a glaskjont ;
Hag ar c’hentañ o tec’hel, tre betek kêr Pariz,
E oa Charlez Penn-Moal, kannet gant ar Vreizhiz.

Ar peoc’h a deu d’en em skign : Nevenoe zo trec’h ;
Harzoù Breizh zo diwallet gant nerzh dispar e vrec’h.
Ha korf ar rouantelezh a-zindan e skoazell
Buan a sav d’ar vuhez goude lazh ar brezel.

Ar Brezhoneg a glever a bep tu o tiston
Tre diouzh pellder Beg ar Raz betek douar Redon :
Nevenoe a oar mat n’eo nemet dre ar yezh
E c’heller derc’hel buhez en ur vroadelezh.

Gant sikour Sant Konwoion, sikour e vanati
E teu an Nenevoe a-benn da vreizhadiñ
Ar venec’h, an eskibien, gallaoued ’gozik holl :
Ar Vreizhiz o deus bremañ o Arc’heskob e Dol.

Konwoion, Nevenoe, ar sant, ar brezelour,
O daou e kasont da vat an hevelep labour :
Gant ar Groaz hag ar C’hleze emaint o stourm bemdez
Betek ma’z eont da c’hourvez o daou er memes bez.

– Breizhiz an amzer vremañ, taolomp a-dreñv ur sell,
N’ankounac’homp ket hor Gloar, daoust m’emañ hiziv pell ;
Ma lufras, dalc’homp eñvor, hor Breizh un deiz a oe,
Eo ma oa harpet neuze war brec’h Nevenoe !

Dalc’homp soñj piv a droc’has da Vreizh he hualoù :
Ra vo meulet e anv e-doug ar c’hantvedioù ;
Ur youc’h war hor muzelloù ra bigno diouzh hor c’hreiz :
« Enor d’an Nevenoe, tad Broadelezh Breizh ! »