Mouezh ar c’horn-boud

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, juillet 1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Kemer a ran plijadur o selaou da serr-noz
Ar c’horn-boud o tregerniñ, er c’hoadoù derv kozh,
Pa vez ar chas oc’h harzhal holl en-dro d’ar c’harv,
Pa zistro ar chaseour d’e gêrig, skuizh-marv.

Pa vez an den o selaou, e skouarn o c’hedal,
E c’hell klevet un heklev o skeiñ en noz du-dall,
Heklev skiltrus ar c’horn-boud kaset gant an avel
Deus an eil gwezenn d’eben, hag atav pelloc’h-pell.

Pet gwech en deñvalijenn ez on bet va-unan
Chomet betek hanternoz da selaou anezhañ !
Ha pet gwech en deus tridet va c’halon baour em c’hreiz,
Pa zerede da’m spered soñj eus marc’heien Breizh !...

Menez Are, Menez Bre, menezioù gouez va bro,
E-touez o brug hag o lann, war beg ur roc’h distro,
E karan pignat d’an noz, pa ziston youc’h an toud,
War o reier e plij din klevet galv ar c’horn-boud !

War an amzer dremenet e klaskan taol ur sell...
Pa c’halve trouz ar c’horn-boud ar Vreizhiz d’ar brezel,
Bretoned en em save ’vel ur marc’heg hepken...
Betek an deiz e choman, va spered en Anken !

Siwazh ! Holl ez int kouezhet hag en o fenn Lez-Breizh !...
Distroiñ a rint a-barzh pell !... Peur a luc’ho an deiz
M’o gwelimp o teredek da zaoulamm o c’hezeg ?...
Neuze, son laouen, Korn-Boud, Breizh ’vo bev-buhezek !