Hor c’harantez

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, novembre 1911
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          da’m fried

Da ofer’n ur pardon
E klevis he mouezhig,
Dous ’vel mouezh un evnig
O tibunañ e son
E sioulder ar c’hoad don.

Diwar neuze dalc’hmat
Am eus bet he c’hlasket...
Nann, n’ankounac’hin ket
Pebezh sell eeun ha mat
A gouezh diouzh he lagad.

N’ouzon ket he anv,
Hag he c’haran meurbet.
Holl verc’hed all ar bed
A gavfen divalo :
Nemeti n’am bezo.

– Hag un huñvre gwirion
Am eus bet huñvreet :
Hepdale ’vo skoulmet
Da viken div galon
Mignonez ha mignon.

    ***

Hogen ur warc’hoazh a deuio
Hag hor yaouankiz a deuzo ;

Met na c’hano ket an devezh
Ma ehano hor c’harantez.

– Un deiz ur bez a zigoro :
Unan e-barzh a ziskenno ;

Met biken nerzh yen ar marv
Hon div garantez na dorro.

– Ar bez a vo digoret c’hoazh
Evit unaniñ gwreg ha gwaz ;

Ha diouzh hor bez, hor c’harantez
A savo bev d’un eil buhez.

    Boharz