Hon daou

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, septembre 1913
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          Kentañ priz a Gan ex-æquo, e Brest

Du-hont a-dreñv ar menezioù,
     Sell ! An heol ruz
Skuizh oc’h eveshaat ar maezioù,
E-kreiz plegoù flour ar morioù
          A guzh !

E-barzh ar mor don e tiskenn
     ’Vel gant ur skeul,
Ha diwar c’horre ar goabrenn
E sach gantañ ar sklêrijenn
          D’e heul.

M’her c’hav heñvel ouzh ur c’housker
     Goude deiz tenn ;
Gant mall, gwellañ ma c’hell ober
E kuzh dindan pleg al liñser
          E benn !

Klev mouezhioù an deiz o vervel ;
     Va dous, selaou !
Dre drouz luskellus an avel
Noz ha deiz oc’h en em c’hervel
          O daou.

Evit kaketal, o va dous,
     Eus ur bern traoù ;
Dindan ar c’hoad ’vel daou labous,
Ur wech all c’hoazh tec’homp didrouz
          Hon daou.

    Brest