Hirvoud

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, mars 1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Tremen ’ra an amzer vrav,
    Hag an evurusted.
War-lerc’h heol sklêr, e teu glav,
    Poan goude joaiusted.
Kement a blij er bed-mañ
    A gerzh a-bioù diouzhtu :
Ma’z eo splann an oabl bremañ,
    Fenoz e vo koumoul du !

Devezhioù hor yaouankiz
    A vez buan teuzet,
Hag e kollomp hor frankiz
    ’Vit bezañ kabestret.
Nemet un huanadenn
    Hag un hirvoud hepken
N’eo buhez ar paourkaezh den,
    D’he heul ur samm anken !

E-pad ur pennad e ris,
     Siwazh din, un huñvre !
Ur vignonez e karis,
    E karis betek re.
Ken flour hag hiboud ar stêr
    E tistone he mouezh :
He lagad leun a zouster,
He jod ruz ’vel roz gouez !....

Perak e c’hweñv ar rozenn
    Hag e tisliv he liv ?
Perak e rank ar wezenn
    Siwazh ! koll he delioù ?
O ! Perak hon daoulagad
    A rank gouelañ kement,
Dre ma kavomp kalonad
    Bep kammed war hon hent ?....

D’an nebeutañ e-lec’h chom
    Bepred disec’h ha kraz,
Ar wezenn gant an heol tomm
    A gav c’hoazh delioù glas ;
Hag ar rozenn a-nevez
    Kaer-bras a vez gwisket.
Met, siwazh ! hol levenez
    War he c’hiz na deu ket !

Poan zo hag a voustr an dud
    Krisoc’h nag ar bourrev,
Rak o dispenn e ra yud
    Gwashoc’h nag ar skrign-bev !
Poanioù zo, ha pa grogont
    E kalon an den kaezh,
Morse ken na zispegont
    Ac’hann na gousk er bez !...

Er bed-mañ va-unan-kaer
    E choman adarre.
Ar marv e-giz ul laer
    Peur e teuy e vare ?
Ankoù, da glask ac’hanon
    Dered buan da’m zi :
Rak disec’h eo va c’halon,
    Skuizh ’on oc’h hirvoudiñ !