an Den dall

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, mars 1907
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Paourkaezh den dall, truezus eo va stad !
Morse n’eo bet digor va daoulagad !...
Morse n’em eus gwelet, war an douar,
An heol o skuilh bannoù sklêr ha klouar ;
     O skediñ al loar alaouret,
     Rouanez gaer an noz ;
     Nag o vousc’hoarzhin ar stered
     E bolz ar Baradoz !

Beuzet ’vel ma’z on em zeñvalijenn,
N’ouzon ket petra eo ar sklêrijenn !...
Evidon-me n’eus na deiz na mintin,
N’eus nemet an noz dalc’hmat en-dro din.
     An noz hag an distidigezh
     A deu da’m heul atô ;
     Ha betek termen va buhez
     Me a vevo ganto !

Er bed-mañ, ’on taolet ha distaolet,
’Vel ur vag distur er mor dirollet !...
Ar goañv, an hañv a yae, a deu en-dro ;
Met me zo dall ha dall me a varvo.
     Hep en em glemm, me leun a feiz,
     Me ’c’hortozo ar marv ;
     Va daoulagad, pa deuy an deiz,
     En Neñv a zigoro !