Breizh kristenez

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, mai 1907
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

    war don Sav Breizh-Izel

Da anv ’lintr dreist an holl anvioù,
Va Breizh, rouanez ar broioù !
Brud da vugale, da zouar santel
A red ar bed er broioù pell.
An holl a lâr : Gwellañ pobl ar bed
    Eo ar Vretoned ! (div wech)

Va Breizh garet, e-giz ar bokedoù
Eo kurunennig da bradoù,
Da feiz a zo evel ur gurunenn
Hag a lugern en-dro da’z penn :
E kalonoù ar gwir Vretoned
    Zo feiz kreñv-meurbet ! (bis)

En hol lanneier ha war hor maezioù
Sellit pegen stank ar c’hroazioù !
Kroazioù bet savet gant hon tadoù kozh
Da gas deomp soñj ar baradoz :
Start, emezo, ar galon ’n hor c’hreiz,
    Start ar feiz e Breizh ! (bis)

Sellit, krenvroiz, nag a chapelioù
Da sent Breizh en hor parrezioù !
’Lec’h ma tered pardonerien gant feiz
Evel evned skuizhet d’o neizh.
Breizhiz er boan, deuit a dro-war-dro,
    Da gaout Sent ho pro ! (bis)

Peogwir d’ar sent ez omp bugale
War o roudoù deskomp bale !
Ra vo hor buhez dalc’hmat santeloc’h :
« Biken saotriñ, mervel kentoc’h ! »
Hag e trec’himp hon enebourien
    O chom Kristenien ! (bis)

Ar skourroù hepken a rank kouezhañ
Pa deu an avel da c’hwezhañ !...
Daoust d’an Ifern ha daoust d’e vevelien,
Dalc’homp penn, chomomp kristenien,
Gouzañvomp, holl, ar marv zoken :
    Nac’h hor Feiz, biken !
    Breizh da virviken !