I

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, hep bloaziad
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

    E ti an aotroù Pendolog

KEVRENN I

    AN AO. PENDOLOG ur baner en e zorn

Yann !… Yann !…

    YANN

Aotroù ?…

    PENDOLOG

Setu amañ teir c’had er baner-mañ ; kemer ha kas anezho da di va mignon Bidoch. Kalz e kar ar gedon ha kement-mañ a ray ur blijadur c’hwek dezhañ. Hast afo, hag astenn da zivesker. Klevet a rez ?…

    YANN

Ya, aotroù ; amzer hepken da lakaat va c’halabousenn ha va botoù-ler.

    PENDOLOG

Kae buan e-pad ma skrivin ur roudenn-skritur pe ziv da’m mignon.

KEVRENN II

    AN AO. PENDOLOG e-unan

(Skrivañ ha lenn uhel a ra pep ger.) « Va mignon ker, ur blijadur vras eo evidon gellout kinnig teir c’had dit. An dra-se a ziskouezo dit pegen evurus eo bet va abadenn chaseal. Krediñ a rafen ober gaou ouzh hor mignonaj kozh, o chom hep kas dit peadra da ober evit meurlarjez un tamm lip-e-bav. Lavar da Gatell lakaat he holl ouiziegezh da ober mat ar geusteurenn. Da vignon kozh, Pendolog. » (Komz a ra.) Kement-mañ a ray, a gredan, ar vrasañ plijadur da’m mignon Bidoch. Petra bennak ne dalv nemeur an donezon, n’eo ket, evelato, eus an disterañ kennebeut.

KEVRENN III

PENDOLOG hag e VEVEL

    YANN berr e alan, a las e votoù dirak e vestr

Aotroù, prest ’on ; pa gerot ez in.

    PENDOLOG

Mat eo !… Setu amañ al lizher ha kemer ar banerad gedon-se, ha kas anezho holl da’m mignon Bidoch. Klevet ec’h eus ?…

    YANN

Ya, aotroù.

    PENDOLOG

A-benn koan e vezi distro, ’michañs ?

    YANN

Oh ! ya, aotroù ; mar gellan, met ur pennad mat a hent a zo ac’hann di ; diskempenn eo an hentoù, hag ar baner a zo pounnerik, met n’eus forzh, ne vin ket pell.

    PENDOLOG

Dal, kemer ur banne evit ma savi gwelloc’h da seulioù ; dreist-holl, bez fur, ha diwall mat ouzh ar bod iliav.

    YANN

Aotroù, bezit disoursi. Ur banne a gavan mat, rak morse n’en deus graet droug din. Gouzout a rit, aotroù, penaos ’on mat ha direbech evit kement hini a zo mat evidon, evidoc’h-c’hwi dreist holl, rak c’hwi zo bepred leun a vadelezh, a garantez, a…

    PENDOLOG

A-walc’h ! a-walc’h ! ha kae buan ; ur wech all e ri kudoù din. Bez difrae ha divorfil, rak mall bras am eus da’z kwelet distro evit kaout respont digant va mignon Bidoch ; met, ur wech c’hoazh, diwall da vezañ touellet gant ur bod iliav bennak.

    YANN

Aotroù, bezit dinec’h, n’ho pezo ket a lec’h da glemm. (Yann a salud hag a ya kuit en ur ganañ.)

          Kae d’an drotig,
        Paourkaezh Yannig,
Ha kan bepred, war varc’h ha war droad.
          Kae d’an drotig,
        Paourkaezh Yannig,
      Bale seder ha kan a galon vat.

    PENDOLOG en ur ziskouez Yann a zo sortiet

Gant ma ray ar paotr-se e dro !… heum !… heum !…