ar C’hornandoned diwezhañ

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor e giz pa vijed bet o lopañ warni gant un horzh da bilat lann. Mont a reas, un tammig droug ennañ, da sellet a-dreuz ar barrinier houarn a stanke toull an draf graet en nor vras, hag e welas ur vaouez gozh daoubleget holl, ridet he dremm evel un aval a zaou vloaz, dilhad pilpouz rouz ganti, ur c’hoef du war he fenn a gouezhe al lost anezhañ betek hanter he c’hein, hag ur botoù koad en he zreid [...].

– Petra ’glaskit ? eme Sant Per, rog an tamm anezhañ.

– Aotroù Sant Per benniget (anavezet he devoa anezhañ diouzhtu abalamour m’oa disto e benn), me eo Fant an Touarc’h eus kichen Menez Are, a zo bet e-doug va buhez ur vesaerez deñved. Deuet ’on d’ar Baradoz da c’houlenn ur c’hognig, hag ouzhpenn-se, me ’garfe ober ur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe un tammig amzer. A drugarez Doue, gwelet a ran e komzit brav ar brezhoneg. Nag aon am boa na c’helljec’h ket komz ouzhin, rak, me, aotroù Sant Per benniget, n’on ket bet er skol ha n’ouzon tamm galleg ebet.

Sant Per a zirollas da c’hoarzhin.

– Bezit dinec’h, maeronez, emezañ, amañ e komzer an holl yezhoù, hag un tachad a zo zoken, ne glevan koulz lavaret nemet brezhoneg er Baradoz. Deuit ’ta er porched, amañ e vezo goudoroc’h deomp.

Sant Per a zigoras an nor, a azezas en e gador, ha Fant war ur skaon en e gichen.

– Lavaret a ran deoc’h ’ta, Fant, e komzer ar brezhoneg er Baradoz alies-alies bremañ. Ur pennadig a zo e oa deuet ar c’heloù betek amañ, penaos ur guchennad Bretoned digalon ha lorc’hus, war digarez ma ouient un tammig galleg, a lavare o fedennoù hag o c’hatekiz d’o bugaligoù e galleg ivez, mar plij ; ar vugaligoù baour a zrailhe o fedennoù hep gouzout petra ’lavarent. Pa glevas Santez Anna an dra-se e tirollas da ouelañ, evel a ra ar mammoù kozh pa vez graet droug d’o bugaligoù. Evit frealziñ he c’halon, hor Salver a lavaras dezhi : « Ehanit da ouelañ, mamm gozh, yezh kaer ho Pretoned ne vezo morse kollet e Breizh ; ma tinac’h unan bennak anezhañ, amañ da vihanañ, er Baradoz, ne vezo morse dilezet. Ha kentoc’h eget gwelet Breizhiz oc’h ankounac’haat o brezhoneg, me ’gasfe va aelez d’hen deskiñ d’ar vugaligoù en o c’havell. » Abaoe an deiz-se e klever dalc’hmat an neñvoù o tregerniñ gant tonioù ha sonioù Breizh-Izel.

Fant, kroaziet he divrec’h ganti, a selaoue gant dudi komzoù porzhier ar Baradoz.

Pa oa achu gantañ, Sant Per a lavaras :

– Bremañ, Fant, eo deuet ho tro. Petra hoc’h eus da lavaret din ?

– C’hoant am boa da lavaret deoc’h, abostol santel, ez eus c’hoazh kornandoned e Breizh-Izel. Va mamm-gozh, Doue r’he fardono ! am eus klevet o lavaret meur a wech ne vez mui gwelet er vro na paotred ar sabad na kornandoned abaoe ma vez kanet ar Gredo en oferenn-bred. Mat, Sant Per benniget, me ’meus o gwelet, e traoñ Menez Are, du-se, e-kichen chapel Sant Kado, war dreuzoù ar chapel zoken, ha Sant Kado na rae van, e-giz pa vije a-unan ganto. Setu aze ur c’hozh sant avat !

Sant Per a chomas nec’het-bras o klevet kement all. N’oa douetañs ebet da gaout koulskoude : Fant an Touarc’h a lavare sur ar wirionez, un ene ken eeun ha ken glan ! Ha neuze, ne lavarer morse a c’hevier e-kichen dor ar Baradoz.

– Biskoazh n’em eus klevet kement all, a lavaras eñ en ur skrabat e benn. Kornandoned e Breizh-Izel !... e-kichen chapel ur sant !!... Gortozit, maeronez, ma welin e pelec’h emañ an dra-se...!

Digeriñ a reas ur armel a yoa eno ; kemeret a reas un eurioù bras-bras, merket warnañ an holl vroioù eus ar bed hag an traoù a zo enno. Goude bezañ lakaet e lunedoù aour e troas an deliennoù tev eus al levr, ken na gavas an hini a yoa merket warnezhi : BREIZH-IZEL.

– C’hwi ’lavar, ha n’eo ket ’ta ? e Menez Are !... Chapel Sant Kado !...

– Ya, ya, Sant Per, zoken ’on bet e-pad ouzhpenn hanter kant vloaz o tiwall an deñved eno. Na pet gwech, va Doue, n’o deus ket ar C’hornandoned divalav–se laeret deñvedigoù diganin...

Sant Per a glaske atav ; a-benn ur pennad mat a amzer e lakeas e viz war ur roudenn c’hlas a yoa roudoù ur groaz warnezhi.

– Asa, eo evelato, emezañ ; kavet eo ganin chapel Sant Kado !

Hag e lavaras d’un ael a yoa eno o c’hedal :

– Kasit an ene mat-se d’hor Salver ha livirit dezhañ en deus graet kalz vat d’ar relijion santel.

An ael a reas ur c’hwezhadenn, ha kerkent dor aour ar Baradoz a zigoras, ha Fant, pa welas pegen kaer ha pegen dudius a oa an holl daorù e-barzh, a reas ur gammed war he c’hiz, ne grede ket mont er Baradoz ; sellet a rae ouzh he botoù koad. Penaos mont gant ur botoù ken tev ha ken pounner war leur-zi aour ar Baradoz ? Sant Per a lavaras dezhi :

– N’ho pezet aon ebet, Fant ; ne viot ket ar gentañ o vont aze gant ur botoù koad.

Neuze ar vaouez gaezh, hardishaet, a yeas e-barzh. Kerkent ha ma oa aet dreist an treuzoù he dilhad holl, he botoù zoken, a deuas da vezañ skedus evel an aour, hag ar c’holo a deue un tammig er-maez eus he botoù a yoa lugernus evel bannoù-heol. Pa oa aet Fant er Baradoz, Sant Per a skoas un taol gant e alc’hwez war ar skaon, ha kerkent un arc’hael kaer-meurbet en em gavas en e gichen. Azarias e oa, an arc’hael a veze kaset peurliesañ da ober ar c’hevredigoù a veze c’hoant da ober buan.

– Sellit, a lavaras dezhañ ar sant ; gwelet a rit aze ur roudenn c’hlas, ur groaz warnezhi. Ac’hanta, aze emañ chapel Sant Kado, e-kichen Menez Are, e Breizh-Izel. Eno, war a glevan, ez eus c’hoazh kornandoned ; it da welet. Skrivit war an delienn baper wenn-mañ kement a welot hag a glevot, ma c’hellin lavaret d’an Aotroù Doue ar wirionez penn-da-benn.

O vezañ saludet Sant Per, an arc’hael a zispakas e zivaskell lugernus ha ne oe ket pell oc’h errout a-us da vro Vreizh-Izel.

P’edo degouezhet tostik–tost, e chomas un tachad da ehanañ war ur goumoulenn o sellet ouzh an douar ha na pebezh tra iskis a welas, va Doue !... En ul lanneg, en-dro d’ur chapel, ha betek war dreuzoù ar chapel zoken, ur bagad loenedigoù blevek, kerniel war o fenn, a zañse, a c’haloupe, a zaoulamme, a youc’he ; ha gant un dañvad paour tapet ganto e c’hoarient, o teuler anezhañ eus an eil d’egile, evel ma ra paotred Plouganou pa vezont o c’hoari terriñ kozh podoù da sul ar C’hazimodo. An dañvad paour a vleje hag e c’hloan a nije gant an avel evel pluennoù erc’h.

Ar c’hornandoned a youc’he bepred hag a gane :

          Sant Kado zo ur santig mat,
          Patati, patatat,
          Mignon eo d’ar c’hornandoned
          Patati, patataned.

An arc’hael paour a skrije o klevet kement all, hag o welet ur seurt tra euzhus ; dispakañ a reas koulskoude e beper, ha gant e bluenn aour e skrivas :

« En anv an Doue teir gwech santel, me, Azarias, Arc’hael eus ar Baradoz, dre un nozvezh kaer steredennet, em eus gwelet en ul lanneg, dirak chapel Sant Kado, speredoù daonet oc’h ober c’hoarioù iskis ; taoler a raent en aer un dañvad, evel a ra aeledigoù ar Baradoz pa vezont o c’hoari bilibotan, hag en ur youc’hal e kanent sonioù en enor da Sant Kado. »

Pa oe echu e skrid gant an archael e tispakas adarre e zivaskell, hag e teuas betek an douar, sioulik. Skeud e zivaskell lugernus a spontas ar c’hornandoned, ken na laoskjont ur youc’hadeg, evel pa vije bet tri c’hant kazh o viaoual, hag ez ejont kuit evel pa vijent aet en douar.

An arc’hael a chomas a-sav dirak ar chapel. A-zioc’h an nor, en ur c’hustod, e weled skeudenn Sant Kado, e maen Kersanton, ur vantell vaen ivez war e gein, hag hi kizellet kaer-meurbet.

An archeal a savas e zaoulagad da sellet ouzh skeudenn ar sant, hag e oe souezhet-marv o welet anezhañ o ouelañ, ken dourek zoken, ma tivere an daeroù betek an douar.

– Perak, eme gannad an neñvoù, e ouelit-hu evel-se ?

– Ael santel, eme ar sant, me a zo, pell bras a zo o c’hedal ma teuy unan bennak da reiñ skoazell din. Na laouen ez on ouzh ho kwelet !...

– Asa, eme an ael, o klask ober goap eo emaoc’h ’meus aon ! Laoskit hoc’h orbidoù, me ho ped, ha selaouit ac’hanon. Me eo Azarias, Arc’hael, degaset amañ gant Doue evit gouzout ar wirionez. Livirit din eta war-eeun penaos ha perak e vez aze bemnoz an diaouloù bihan am eus gwelet aze bremaik.

Ar sant a laoskas ur glemmadenn druezus.

– Buan, buan, eme an arc’hael ; hor Salver a zo o c’hortoz ac’hanon, hag ar Baradoz, evel a ouzoc’h, a zo pell ac’hann.

– Ra viot benniget, ael santel !.. eme ar sant.

– Arc’hael... eme Azarias, arc’hael eo ez on !

Hag e tispakas e baper aour.

Goude bezañ huanadet, Sant Kado a lavaras :

– Bremañ ez eus war-dro daou c’hant vloaz, dre un nozvezh zu hag arnevek, e klevis, dreist trouz an avel pennfollet, un trouz all kreñvoc’h ha skiltrusoc’h, heñvel ouzh ur glemmadenn spontus, hag en-dro din war al lanneg, e welis o kouezhañ, evel ur barrad kazarc’h, loenedigoù bihan, du ha blevek ; me a lakae e oant laboused-noz. Unan anezho a deuas da’m c’haout hag a lavaras din :

– Ni eo ar c’hornandoned diwezhañ ; kas a reer ac’hanomp eus a bep lec’h, zoken eus a Vreizh e-lec’h ez omp ganet. Breur, lez ac’hanomp da vevañ amañ ez kichen ; bez truez ouzh ar c’hornandoned keizh...

– Me a savas va bazh, ur vazh vrav, a yoa neuze em dorn. Siwazh ! uzet ha krignet, torret eo bet zoken gant an amzer. Gant va bazh e ris en aer sin ar groaz, o youc’hal a-bouez-penn : « It kuit, speredoù fall ; en anv hor Salver, it kuit ! » Kerkent an holl loenedigoù-se a dec’has evel skubet gant ur barr-avel. Klevet a ris c’hoazh youc’hadeg ha mallozhioù e-pad ur pennadig...

– C’hwi, eme an arc’hael, a lavar e oant aet kuit ; penaos ’ta edont-i aze bremaik ?

– Mont a ran da lavaret deoc’h, ael santel, eme Sant Kado gant ur vouezh lentik. Gouzout a rit, kredabl, ez eus bet er vro un dispac’h, ur reveulzi eus ar gwashañ ; servijerien Doue hag ar veleien a veze lazhet, an ilizoù serret, skeudennoù ar sent zoken a veze torret o fennoù outo. Din-me ne oe graet droug ebet, abalamour da’m mantell a gaved kaer-kenañ, evit doare. Dont a rejod ur mintinvezh da’m c’herc’hat, lakaet e oen war va c’hein en ur c’harr, ha kaset da Gemper, e-lec’h ma’z oa mennozh, diouzh ma kleven, da’m lakaat en un ti bras ’zo eno da c’horren an traoù kozh o deus talvoudegezh, evit ma’z afe d’o gwelet an dud o defe c’hoant.

Noz e oa pa zegouezhis eno, ha da c’hedal an deiz o oen lakaet en ur park tostik d’ar gêr. E c’hellit krediñ, n’edon ket war va zu eno ; ne raen nemet hirvoudiñ war-lerc’h va chapel, ar menez a garien kement, hag an dud vat a deue bemdez da’m fediñ. An noz a zeuas eta, noz kaer ha dudius ; bolz an neñv a yoa sterdennet evel ur parkad balan karget a vleuñv melen. Va Doue, ael benniget, m’am bije  bet divaskell eveldoc’h e c’hellit krediñ ne vijen ket chomet eno.

Sant Kado gaezh a grene e vouezh ; anat e oa en devoa aon.

– Buan ! Buan ! hastit afo ! eme an arc’hael.

– ...Edon o ouelañ, glac’haret holl, pa glevis, war-dro an hanternoz, un trouz heñvel ouzh an hini am boa klevet amañ un nozvezh, daou c’hant vloaz a zo ; an oabl a deuas da deñvalaat, hag e klevis mouezhioù iskis o yudal hag o viaoual. Ar c’hornandoned eo a yoa o tont. Deuet e oant da’m c’hichen ; lammet, nijal a raent en-dro din. Neuze e teuas din ur mennozh. Klevet em boa ar re gozh o lavaret n’eo ket ar c’hornandoned ken drouk ha ma kreder peurvuiañ ; va mamm-gozh he devoa kontet din an troioù-kamm o devoa graet meur a wech evit ober vad d’an dud keizh.

Hag e c’halvis anezho...

An arc’hael a skrijas gant euzh o klevet kement all.

– Penaos, emezañ, hoc’h eus gallet, c’hwi ur sant, gervel kornandoned war ho tro ?

– Ya, ya, sur, gervel a ris ar c’hornandoned. O va Salver Jezuz, kouezhañ ’rejont warnon evel ur barr arneñv ; krenañ ’ran c’hoazh pa soñjan...

Hag an ael, un tamm droug santel ennañ, a lavare « Difrez, difrez ! Lez an troidelloù hag an digarezioù ».

– Aon am boa, ha ne ouien petra da ober. C’hoazh ma vije bet va bazh ganin ! Met, siwazh ! unan anezho a sellas pizh ouzhin hag a youc’has « Sant Kado eo ! Sant Kado eo ! Hi ! hi ! hi ! » Hag an toullad traoù hudur da yudal eveltañ « Sant Kado eo ! Hi ! hi ! hi ! » Hag e lamment evel diaouloù... « Ya, sur, kornandoned vat, me eo Sant Kado ; ma karfec’h kas ac’hanon da’m chapel, du-hont, e-kichen Menez Are, n’ho pefe ket a geuz a–c’houdevezh. » – « Petra ’roi deomp ? » – « Me ’bedo Doue evidoc’h. » – « Hi ! hi ! hi !... Leuskel a ri ac’hanomp da vevañ el lanneg, eno ez kichen ? » – « Gouzout a rit ervat, kornandoned keizh, me n’hellan ket reiñ deoc’h ar gwir-se ».

« Hi ! hi ! hi ! n’hell ket leuskel ac’hanomp, emezañ... » – « Sell, sell, eme unan, n’emañ ket e vazh gantañ... » – « ...N’emañ ket e vazh gantañ ! » eme ar re all war e lerc’h a un vouezh. Ha kerkent e tibradont ac’hanon war bouez o skilfoù, uhel, uhel en aer. Degouezhet e oan etre ar menezioù, e-lec’h ma’z eus un toull don, leun a zour lous, hag a vez graet Toull-an-Diaoul anezhañ ; den ne dremen morse e-bioù hep ober sin ar groaz. Mat, a-ziout an toull-se eo e oen kaset ganto. Hag e kanent : « Paratata Paratati ! E Toull-an-Diaoul ez i !!!... » Ken trubuilhet e oan ma ne ouien mui petra ’raen ; ne ouien ket petra ’lavaren. Va Doue, arc’hael santel, me... me... me ’gav din em boa lavaret e rojen dezho ar pezh a c’houlennent, e lezjen anezho amañ el lanneg... Ya, krediñ ’ran, met, lavaret a ran deoc’h, ne ouien ket petra ’raen...

An arc’hael a grizas e dal ; ur sell du a reas ouzh ar sant paour. Hemañ a welas an dra-se, hag a hastas lavaret :

– Manket ’on bet, her gouzout a ran ; keuz am eus. Petra ’fell deoc’h ? Graet eo an taol ! Ha neuze, aotroù arc’hael, kredit ac’hanon, me a anavez mat ar c’hornandoned ; n’int ket ken fall ha ma leverer...

– ...A-walc’h, eme an arc’hael ; Doue a varno !

Dastum a reas e baper, hag o tispakañ e zivaskell e nijas buan d’ar Baradoz.

Pe zegouezhas en neñv, teñval e benn, e roas e baper da Sant Per. Hemañ a yoa pres bras warnezhañ. Ur maread brav a eneoù a yoa oc’h e c’hedal, ha kalz anezho a yoa du evel huzel ar siminal ; hag ar porzhier kozh a c’hrozmole :

– Boued an diaoul ! Boued an ifern !...

Lenn a reas kerkent ha ma c’hellas ar skrid en devoa bet digant an arc’hael. Mat, mat oa. Sant Kado a yoa kablus ; hogen, Sant Per gaezh n’en doa ket ankounac’haet en devoa pec’het ivez e-unan. Ha setu-eñ nec’het, ken nec’het ha ma c’heller bezañ. Sevel a reas e benn d’an nec’h, evel evit klask sklêrijenn ; hag e welas un ene o tont ; jilgammat a rae mantrus o vont er-maez eus ar Baradoz. « Hola ! eme ar porzhier kozh, da belec’h ez it ’ta evel-se, hep goulenn va aotre ? »

Fant gaezh e oa. Chom a reas a-sav, hag e lavaras :

– Edon o vont da welet va deñved ; aon am eus na ve aet meur a hini anezho gant ar c’hornandoned. Sell ’ta, pa deu em spered, hag hoc’h arc’hael, distro eo ?

– Ya, sur, eme Sant Per ; ma’z oufec’h pegen nec’het ’on-me gant ar c’hornandoned daonet-se !

– Krediñ a-walc’h a ran ac’hanoc’h, abostol santel ; loenedigoù divalav eo ar re-se. Ma vijen bet Sant Per, me ’oar avat petra ’m bije graet...

– Livirit din ’ta, Fantig, livirit din ’ta buan !

– M’em bije o dastumet holl en ur gaoued, ha lakaet anezho en ur c’horn bennak eus ar Baradoz da ober plijadur d’an aeledigoù inosant a zo aze ; n’eo ket ma vent enoeet bugaligoù an Aotroù Doue, met, sellit, pa ne c’hellint mui ober droug, ar c’hornandoned a zañso, a lammo, hag a gano en un doare ken iskis, ma vo, sur a-walc’h, kalz ebat ganto !

Sant Per a zizavas gant e zorn ar bouchadig blev gwenn a yoa c’hoazh a-zioc’h e dal. « Un ali mat eo, a gredan, dimezell Fantig. Mont a ran da welet an Aotroù Doue.

Hor Salver en deus stad ouzh kement tra n’eo ket drouk, hag e kavas mat-kenañ ar pezh a lavare dezhañ Sant Per. « It, emezañ, da gaout va zad-mager, ne chomo ket hep reiñ deoc’h ur gaoued.

Sant Jozef a yoa dres o tegouezhout er Baradoz, bet oc’h ober un dro e Breizh-Izel. Bloaz a yoa, da sadorn ar Basion, sakrist Kastell-Paol, o vouchañ skeudennoù ar sent, a zegouezhas gantañ terriñ skouarn dragon Sant Paol gant e skeul. Sant Jozef en doa klevet Santez Anna ha Sant Paol Aorelian o komz etrezo diwar-benn an dra-se ; hag e kemeras e venvioù, un nozvezh, hag, hep gouzout da zen, ez oa bet o tresañ ar skouarn dorret. Pa oe lavaret dezhañ petra yoa c’hoant a raje, e stagas buan d’al labour. Ne oe ket pell evit bezañ graet ; livet hag alaouret e oe ivez, ha ken kaer e oa ma’z oa un dudi sellet outi.

Sant Per kennebeut, n’en doa ket ankounac’haet e vicher gozh. Lakaat a reas ober ur roued bras-bras, heñvel ouzh ar re a veze gantañ gwechall o pesketa.

Un nozvezh ma oa ar c’hornandoned en o gwellañ o c’hoari hag o youc’hal en-dro d’ar chapel, Sant Kado a yoa o ouelañ pa welas an neñv o tigeriñ, hag un dra heñvel ouzh ur goumoulenn leun a doulloù o kouezhañ war an dachenn, ha buan, evel ur barr-avel, o raflañ an holl gornandoned, hag o sevel ganto war-zu ar Baradoz.

Abaoe n’eus ket bet gwelet a gornandoned e Breizh-Izel.