ar C’hleier o tistreiñ eus a Rom

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1909
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Gant bannoù kentañ heol c’hwek an nevez-amzer, ar geot a deu da c’hlazañ, an delioù a wisk skourroù ar gwez, ar gwez-frouezh a zo goloet a vleuñv hag a roio frouezh kaer diwezhatoc’h ; zoken ar plant a chom glas e-pad ar goañv a sant ur vouedenn fonnus, o gwad dezho, o pignat da neveziñ o liv kozh.

Klevet a reer er bodennoù al laboused o tisplegañ o sonioù laouen ; ar dubeed, kustumet da chom tost d’ar gêr gant aon rak ar gwall amzer, a gred bremañ nijal uhel ha mont war ar maezioù da glask aer vat hag heol tomm dindan an oabl glas.

Du-se, en hent goloet a wez kistin, setu ur c’hazh astennet o tommañ e gof en heol benniget.

Er penn pellañ eus ar vourc’h e kaver un ti, doare brav dezhañ gant ar glasvezh a zo tro-war-dro, ar bokedoù, an hentoù kempenn goloet a drez munut. An ti-se koulskoude ne vez morse laouen an dud ennañ. Ha setu amañ perak.

Ur wreg a dremen dirak prenestr ar solieradur uhelañ, hag e klever trouz en ti-se ken kustum da vezañ sioul. Reiñ a reer urzhioù strizh ; ne glever ken "Taolit evezh !... arabat ankounac’haat !... diwallit !..."

Setu tri den o tont er-maez eus an ti : ur bugel, koant evel un aelig, gant e zaoulagad glas, e sell gwerc’h, e vlev melen, e zremm speredus ; drouk-livet eo avat ar paourkaezh paotr... daou zen all a zo krog ennañ, unan a bep tu ; kement a evezh a daolont war ar c’hrouadur m’eo aes gouzout ez int e dad hag e vamm.

Mont a reont gant hent ar gwez kistin, ar c’hi ouzh o heul, ken souezhet o welet e vestr yaouank er-maez, ma lamm, ma tilamm, o leuskel youc’hadennoù a levenez adlavaret gant heklev skiltrus ar c’hanioù tro-war-dro.

Ar c’hlañvour bihan koulskoude a zo deuet buan da skuizhañ, ha setu ma c’houlenn azezañ, ar pezh a reont prestik goude war geot flour a zo en o c’hichen.

Ar paotrig a zo e-kreiz ; an heol yac’h a deu da alaouriñ e bennad blev melen, endra ma tremen dre benn e vamm ar c’homzoù-mañ lavaret gant al louzaouer « Chom a ray bev mar gwel ar c’hentañ heol tomm... » hag e lavar da c’houde « Emañ dispak an heol, ha va Ivonig a vousc’hoarzh outañ ».

Ar Yaou Gamblid e oa ; ha du-se, dindan bolz an iliz kozh, an aotroù person gant e vouezh krenerezh a gane :

Gloria in excelsis Deo !

Ar c’hleier a yoa holl e bole evel d’ar gouelioù brasañ.

– Perak ’ta, va zad, e son kement ar c’hleier hiriv ?

– O lavaret kenavo emaint ; mont a reont da Rom e-pad tri devezh.

– Ha da ober petra, va zad ?

– Ankeniet ’int ; ar mabig Jezuz a zo o vont da vervel, hag ez eont da Rom da seniñ e c’hlazoù.

– E pelec’h emañ Rom, va zad ?

– Rom, va mab, a zo pell-bras du-se, pell-bras, pell-bras !

– Penaos e reont neuze evit mont du-se ?

– An aelez a zoug anezho...

– A ! hag o treiñ ouzh e vamm e lavaras : Deomp, mamm, eus da gampr ni a welo an aelez o tremen.

Gant ar mall bras en deus da welet ar speredoù eürus, setu ar bugel o kerzhet war-zu an ti ; hogen, gant aon na zegouezhfe ket a-raok ehan ar c’hleier da seniñ, e ped e dud da vont buanoc’h ; hag int i ken eürus o welet ar vuhez o lugerniñ en e zaoulagad, a astenn o divesker evit degouezhout kentoc’h.

 – Va zad, dougen ac’hanon, pe e vezimp diwezhad.

Hag an tad, oc’h e lakaat war e vrec’h, a gerzh, a gerzh buan ; hogen, daoust da se, e oa ehanet ar c’hleier da seniñ pa zegouezhjont dirak prenestr an uhel.

– Va zad, daoust hag aet eo ar c’hleier e-bioù a-benn bremañ ?

– An aelez, va mab, a ya buan, hag an iliz a zo tost : aet ’int dreist hor pennoù.

– Mat, va zad, tostañ va gwele ouzh ar prenestr ; me ’fell din o gwelet o tistreiñ.

Hag ar vamm da ziwiskañ ar paotr, endra ma ra an tad al labour merket dezhañ gant e vab. Siwazh ! aet eo buan al levenez e-bioù dezho ; an derzhienn a zo krog adarre er paotr kaezh ; krenañ ’ra ken na strak e zent an eil ouzh egile, riv en deus.

***

Deuet eo an noz. Alteriñ a ra ar paotrig paour.

– Ar c’hleier... an aelez... Mabig Jezuz... mervel !... Va mamm... ar c’hleier... distreiñ... trouz !... Disav ac’hanon, va zadig, ma welin ar c’hleier...

Kollet gante ar fiziañs vat o doa bet, an tad hag ar vamm a c’hed an deiz gant kalz a enkrez, o lavaret e teuy marteze an alter da derriñ.

Nag hir e oe an noz !!!

Pemp eur a sonas pa zihunas Ivonig, e dal goloet a c’hwezenn. Kentañ tra ’reas e oe goulenn ouzh e dad hag eñ n’oa ket distro ar c’hleier.

Hag hep gedal respont e dad, ar paotr a c’houlennas da evañ. Hogen, endra ma kinnige e vamm dezhañ da evañ, houmañ a welas e oa a-benn neuze evel ur goabrenn war daoulagad he mab !

– Echu eo gantañ ! emezi, oc’h en em deurel etre divrec’h he fried ; ha[g] hi da ouelañ dourek. Kaout a rejont koulskoude un tammig nerzh-kalon pa gouezhas o selloù war skeudenn hor Salver stag ouzh ar groaz.

– Hor Salver benniget, dres d’an eur-mañ, a yoa war e dremenvan, hag, evel ma welomp hor bugel o vervel, Mari, e vamm, a yoa glac’haret-bras en e gichen. Ha ma ne c’helle-hi netra evit miret ouzh youl Doue da seveniñ, penaos e c’hellfemp-ni an disterañ tra evit hon Ivonig ker ?... Evel-se e komzas an tad.

Edon a bep tu d’ar c’havell pa darzhas an deiz.

An heol avat ne zispakas ket. Koumoul du a ledas an dristidigezh war ar bed holl.

Ar bugel a yoa en e basion... alteriñ a rae atav.

Digeriñ a reas e zaoulagad war-dro eizh eur, hag o tastum e holl nerzh e c’halvas :

– Tad !... Mamm !... Leun a enkrez, an daou bried a stouas war ar c’havell...

– Daoust hag ar c’heier a deuio dizale ?

– Ne deuint ket c’hoazh, va mignon ; warc’hoazh hepken. Hag e klaskas Ivonig sevel en e goazez ; oc’h astenn e zivrec’higoù, e lavaras :

– O ! o !... setu i... emaint o tistreiñ !... Mont a ran d’o heul... Jezuz...

Pennig koant an ael a gouezhas war skoaz e vamm ; kollet he devoa he mab er bed-mañ.

Antronoz, goude bezañ sonet dasorc’hidigezh hor Salver Jezuz-Krist, ar c’hleier a embannas marv Ivonig.