V diviz
AN HEVELEP RE – AR RE WENN
AOTROU KERMOGER
Deiz mat deoc’h, va mignoned !
FAÑCH
Doue r’ho pennigo, aotroù Kermoger ! Da belec’h ez it gant an dud-se ?
AOTROU KERMOGER
Fañch kaezh, ha c’hwi, va mignoned, va bugale a c’hallfen lavaret, keit all zo ec’h anavezan ac’hanoc’h, daoust ha n’ouzoc’h-hu ket c’hoazh emañ an tan hag ar gontell oc’h ober reuz bras en hor bro ? Bro-C’hall, heñvel ouzh bag Sant Per, en em wel a bell amzer dismantret gant an aveloù foll ha darbet dezhi mont da netra… Ur maread tud trevariet o spered a zo deuet da vezañ mistri war ar vro hag a fell dezho chañch penn da bep tra. Nac’het o deus o Doue, diskaret ar roue diwar e gador ha dibennet anezhañ evel ur torfetour.
FAÑCH
Mantrus eo, aotrou Kermoger !
AOTROU KERMOGER
E Pariz an asambleoù, ar c’hluboù dre amañ, heñvel mat ouzh korventennoù c’hwezhet gant an droug-speredoù, ne c’houlennont nemet dismantr ha brezel… Ar vugale hon eus gwelet oc’h en em sevel enep o zud, ar priedoù dispartiet hag ar venec’h taolet er broioù estren, d’an harlu. Brezel, tan-gwall ha lazherezh, n’eus ken mui dre-holl er rouantelezh : da ober pep tra ez eus frankiz, nemet da bediñ Doue ! Madoù ar re vras a werzher, o manerioù a zever ; tec’het a rankont eus o bro pe o c’haser d’an dibennerezh. Ar roue, e bried hag e c’hoar, mezhus eo hel lavaret ! a zo bet muntret e Pariz. Gwelet hon eus ar bastored kaset eus o farrezioù ; serret, saotret pe gwerzhet eo hon ilizoù. Hag ar veleien n’int ket aet d’an harlu, ar re o deus kavet gwelloc’h chom gant o deñved a zo bremañ enklasket, graet an hu warno evel war ar bleizi gouez, ha p’o c’haver e kaser anezho d’ar bac’h hag ac’hano prim d’ar chafod evit bezañ dibennet. Ac’hanta, Fañch, ha c’hwi, va mignoned, dirak kement a reuzioù, a zismantroù, a wad skuilhet hep abeg, ni a zo savet ha stourm a fell deomp, ker e werzhimp hol ler d’ar chas gall, daoust n’omp ket gwall niverus. Ker e gousto dezho ha gwazh a se evito. Kreskiñ a ray an niver ac’hanomp ; dont a ra Bretoned davedomp eus pep korn a Vreizh ; hor c’henvroiz a zo goapaet, disprizet, gwasket ha merzheriet zoken e kant doare, hor c’henvroiz a glev ar gwad o virviñ en o gwazhied, ar vezh a sav d’o zal, hag e loc’hont o youc’hal : “Torr e benn !”
HERVE
Ha me ivez a zo o vont ganeoc’h da zifenn hor beleien, hon ilizoù, hor c’halvarioù. Tan ha kurun ! War va c’horf ez ay ar chas divezhet a-barzh kregiñ en hor beleien !
AOTROU KERMOGER
Ne c’heden ket nebeutoc’h diganez, Herve. Anaout a ran ac’hanout pell zo, ha gouzout mat a ran ’out bet atav ur Breton kalonek leun a zoujañs Doue.
GWENOLE
Ha me n’emaon ket o vont da chom war ho lerc’h. Me a vezo eveldoc’h soudard an Aotroù Doue ! Hoc’h aotre a root din, n’eo ket ’ta, va zad ?
FAÑCH
Brav eo mont evel-se da zifenn an Iliz hag ar Vro ! Hogen, un dra c’hrevrus eo, va mab ; taol evezh ez pezo tro meur a wech da vezañ tizhet gant tennoù fuzuilh ar Re-C’hlas. N’out aet morse eus ar gêr betek-henn, yaouankik ’out c’hoazh ivez, ha marteze, aon am eus, e savo buan keuz ganez !!!
GWENOLE
Tamm ebet, va zad ! Arabat eo deoc’h bezañ nec’het gant an dra-se.
FAÑCH
A-hent-all, da vamm ha me a zo o vont war an oad, ha mar marvez er brezel, petra ’deuimp-ni da vezañ ?
GWENOLE
Doue, va zad ker, eo atav ar Mestr. An amzer dremenet, an amzer a dremen hag an amzer da zont a zo etre E zaouarn. N’en em chalomp ket eta gant ar pezh a dle c’hoarvezout.
FAÑCH
Komz a rez evel ur beleg, va mab ; anat eo emañ Spered Doue ennout. Kerzh eta, va faotr, ha gra bepred labour vat. Mar marvez dindan taolioù ar chas gall e vezo ebat ganin lakaat em fenn e vezi aet d’ar Baradoz gant kurunenn ar Verzherien.
GWENOLE a lamm da vriata e dad
Bennozh Doue deoc’h, va zad, graet hoc’h eus ur mab eürus !
AOTROU KERMOGER
Kenavo, va mignoned, ne skuizhomp ket ganeoc’h, met n’hellomp ket dale pelloc’h. Da nav eur hanter pe zek eur emberr e teuot davedomp da goad Tolvezeg. Mat kavit unan pe unan eus hor soudarded war hoc’h hent e vezo goulennet diganeoc’h : “Piv a zo dre amañ ?” hag e lavarot kerkent ger ar ged : « Doue ha Breizh ! War sav ! »
HERVE
Doue ha Breizh ! Tan ha kurun ! War sav !
GWENOLE
Kenavo bremaik !…
Ar soudarded a ya kuit en ur ganañ adarre.
Ar chas a glevan oc’h harzal ! Setu ar soudarded c’hall !
Tec’homp kuit ’trezek ar c’hoadoù ! Kasomp a-raok hor chatal !
Daoust hag eñ, paotred Kernev, e c’houzañvimp da viken
E c’houzañvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?