III diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, hep bloaziad
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

FAÑCH, GWENOLE ha YANN 

GWENOLE 
Lazhet ar roue mat Loeiz c’hwezekvet, ar veleien direbech graet an hu warno evel war loened gouez !… Va Doue, va Doue ! petra ’deuimp-ni da vezañ ? 
 
YANN AR PINIFI 
Evidon-me n’em eus keuz ebet d’ar roue, d’ar breser digar ha digalon. Ya, diskaret eo ar pabor diwar e gador alaouret, hag ar bobl, em amzer da zont, a vezo bleinet gant tud eus ar bobl ; an holl a vezo keit-ha-keit dirak al lezenn, keit-ha-keit dirak an tailhoù, hag, evel m’eo dleet, keit-ha-keit dirak ar c’hargoù. Ar bobl a vezo roue ! Frankiz da bep hini ! 
 
FAÑCH 
Sell ! ar glabouser en doa kollet e deod. Hag eo evit lavaret hevelep sotonioù e tigorez bremañ da c’henoù ?… Alo, Yann, ro peoc’h gant da stranerezhoù. Diwall ne deufe Doue da’z skeiñ abalamour da’z kwall gomzoù !… Met, lavar din, e pelec’h ’out-te bet o teskiñ komz en doare-se ? Biskoazh betek-henn n’ez poa savet da vouezh evit lavaret n’oa ket kompez an traoù en hor bro, hag hiziv, paourkaezh den, e kavez beg e pep giz kozh ?… 
 
YANN 
Peogwir e fell deoc’h gouzout, me ’lavaro deoc’h. Er bourk e vez bremañ alies, alies, bodadegoù tud yaouank eveldon-me, devezhourien, pe micherourien, an darn vrasañ anezho. Mont a ra, kredit ac’hanon, mar kirit, kalz tud da selaou sitoianed eus Pariz pe lec’h all, tud ouiziek, a oar lavaret brav an traoù, a zesk o gwirioù d’an dud… 
 
FAÑCH 
Kenkoulz all pe welloc’h, zoken, a rafent deskiñ dezho o deverioù… Va Doue ! va Doue !… Da belec’h ez eomp e giz-se ? Ha petra ’ra d’an ailhoned-se eus Pariz dont da glask trabas ouzh hor beleien-ni ? Peseurt droug a reont ? An neb ne fell ket a relijion evitañ e-unan, a dle, da vihanañ, he lezel gant ar re a gar anezhi… Mar ne ra ket a vad, evit droug na ra ket kennebeut. 
 
YANN 
Ar veleien a yoa mall-bras lakaat anezho da vezañ evel ar re all. Ar re-se a zo tud eveldomp, ha n’ouzon ket perak e reer kement a enor dezho ; ne reont netra, ha koulskoude, petra ’vank dezho ?… 
 
GWENOLE 
Lavar ’ta, Yann, peseurt droug o deus graet ar veleien dit ? 
 
YANN 
Peseurt droug ? peseurt droug ?… Ya, droug a reont, din-me ha d’ar re all, ha me ’garfe son dizale glaz ar beleg diwezhañ en hor bro. 
 
GWENOLE 
Da hini-te a sono kentoc’h, paourkaezh dianket. Marv e vezi, ha da eskern en douar a vezo kemmesket pell a vezo gant ar boultrenn, hag ar saeoù du a yelo bepred a di da di, a wele da wele, da frealziñ ar glañvourien geizh war o zremenvan. Dibaot eo c’hoazh, a drugarez Doue, ar Vreizhiz a fell dezho mervel evel ar c’hi. Keit ha ma chomo an Iliz en he sav e vezo beleien, hogen, hervez ar C’hrist, an Iliz a bado keit hag ar bed. Breizh-Izel a gar an Aotroù Krist, Breizh-Izel a zo kristen betek he gwrizienn donañ, ha dalc’hmat e vezo. 
 
    Start eo hor c’halon en hor c’hreiz 
    Ha startoc’h ar groaz en hor Breizh. 
 
Ya, paourkaezh Yann drubard, kaer ez pezo diskrognal da zent, kaer ez pezo kaout naon a saeoù du, gant gras ha nerzh an Aotroù Doue, m’hen tou ! hini ebet anezho n’ez pezo da  ziskolpañ, keit da vihanañ ma vezo Gwenole va anv, keit ha ma vezo dek biz war va c’hrabanoù dir !… 
 
FAÑCH 
Ar c’homzoù-se, Gwenole, a zo din eus ur Breton kalonek eveldout ; me a lavar evel-se ivez. Kement Breizhad a zo dre amañ a savo dizale evel ur voger eus o c’horfoù da ober un difenn bev d’o beleien, ministred Roue an Neñv hag an douar. 
 
YANN 
Diwallit ! 
 
GWENOLE 
Diwall te, kentoc’h ! 
 
FAÑCH 
Kerzh, kerzh prim eus va gouloù ; ne fell mui din klevet anv ac’hanout, pezh fall ma’z out ! 
 
YANN gant ur vouezh trenk 
Ya, ya, mont a ran eus ho kouloù, evel ma livirit ken krak ; hogen bez’ ho pezo eus va c’heloù, m’hen tou ! ha dizale zoken marteze… Mont a ran, tonton Fañch, hogen, gwelet a reot c’hoazh ac’hanon, c’hwi pe ho penner… ho taou, marteze… ha neuze ne lavaran ket ne deuio ket a geuz deoc’h abalamour d’ar c’homzoù garv a stlapit din hiziv ! 
 
FAÑCH 
N’hon eus aon ebet gant da c’hourdrouzoù. Doue eo ar Mestr, hag, en despet dezho zoken, ar re fall o c’hinañ a rank plegañ dezhañ. Ne gouezho ket ur vlevenn eus hor penn hep E aotre… 
 
GWENOLE 
Ker e kousto da’z ler mar klaskez ober droug da-unan ac’hanomp. Diwall, paotr kaezh, te eo az pefe keuz, sur a-walc’h. Yann a ya diwar wel. 
Pebezh hinkin fall !… Gwelet a raen ur pennad zo n’eo ket heñvel an traoù gant hor mevel… Met, lezomp anezhañ da c’hoari e benn diot, ha komzomp a draoù all grevusoc’h…