I diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

FAÑCH AN TALEG, tieg, GWENOLE, e vab, YANN BINIFI, mevel 

FAÑCH AN TALEG 
Asa, paotred, koulz eo deomp ober un diskuizhadenn, ha ne gav ket deoc’h ? Evidon-me a zo o vont da lakaat ur c’horniad. Teir eur a zo emaomp o troc’hañ keuneud, hag e feiz ! ne ray ket droug azezañ ur pennadig. 
 
GWENOLE 
Muioc’h a galon hon devezo da gregiñ adarre goude-se. 
 
FAÑCH 
Warc’hoazh d’abardaez e rankimp echuiñ kentoc’hik, ma c’hellimp mont da gofes abred. Nedeleg a erru, ha kalz tud a vezo, kredabl eo, evel kustum. Daoust hag e pelec’h e vezo kanet an oferenn hanternoz er bloaz-mañ ? 
 
GWENOLE 
N’ouzon ket, va zad, n’em eus klevet netra c’hoazh. Warc’hoazh, gwir eo, e vezo abred a-walc’h lavaret an dra-se. Muioc’h eget biskoazh e ranker bezañ war evezh, ha gouzout dirak piv e komzer. 
 
YANN d’an dud 
Daoust ha klevet o defe un dra bennak diwar va fenn ! Lavaret a rafed o deus difiziañs ! 
 
FAÑCH 
Gwir eo, va mab, taolomp evezh bepred war hor c’homzoù ! 
 
GWENOLE 
An aotroù person, da’m soñj, ne daol ket evezh a-walc’h. Mont a ra koulz, en deiz evel en noz, da welet ar re glañv, da vadeziñ, da eurediñ, da nouiñ, e kement lec’h e vez goulennet… A-walc’h e vije dezhañ bezañ tapet ur wech ! 
 
FAÑCH 
O ya da ! Met, pa vez komzet dezhañ a gement-se, ne oar ket lavaret : “Ar pastor mat a ro e vuhez evit e zeñved !” pe c’hoazh : “Evit an dra-se eo ‘on bet beleget !” 
 
GWENOLE 
N’en deus aon ebet. Gwir eo ez eo gwiket evel an disterañ koueriad, hogen, a-walc’h eo hiziv kaout daouarn flamm evit bezañ chadennet ha kaset d’ar marv. 
 
FAÑCH 
Evelato ! 
 
GWENOLE 
Gwir-Bater, va zad. Betek eno eo aet kounnar ruz an dispac’herien enep ar veleien. 
 
FAÑCH 
Mantrus eo, satordallik ! Ha piv en divije kredet ?