Taolenn da echuiñ

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, hep bloaziad
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur groaz e goueled al leurenn-c’hoari. – Gwenole en e sav, a zo e vrec’h gleiz oc’h ober an dro d’ar groaz, e vrec’h zehoù a zalc’h krog en ur vouc’hal. Diskabell eo. Ar Vretoned all a zo renket en daou du. Pa lakaer da zeviñ gouloù “Bengale”, ur strollad kanerien a c’heller kuzhat e ribouloù al leurenn-c’hoari, pe dirak, a gan an daou boz-mañ : 
 
    POZ KENTAÑ war don Nous voulons Dieu 
 
    Ni, ’vel gwechall soudarded ar groaz, 
    Ni, Breizhiz, lâromp war un dro : 
    Ni zo da Zoue hiziv, warc’hoazh, 
    Hag er vuhez, hag er marv ! 
 
    DISKAN 
 
    Klevit, Mari, Mamm Doue, 
    Pedenn ar bobl kristen : 
        div wech : 
    Doue ’c’houl’omp, Doue da Roue, 
    Doue gant e gomz da lezenn 
 
    EIL POZ 
 
    Ya, kent ’vit koll Doue, hor ferc’henn, 
    Ni a rofe hon holl vadoù : 
    Ni ’skuilhfe hor gwad war an dachenn, 
    Hag a varvfe ’vel hor zadoù ! 
 
    (DISKAN)