VII diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, sans date
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AO. KERMOGER hag AR RE WENN

AO. KERMOGER o tont da gentañ 
Petra ’welan, va zud kaezh ?… Gwenole o tiwadañ ! Allaz ! Allaz !… Re ziwezhad !… Graet eo ganto an torfed euzhus ! Mont a ra betek Gwenole. Paourkaezh merzher !… A ! gwelet a ran petra zo c’hoarvezet !… Posubl e ve ? Ar chas gall o deus eseet en em gemeret ouzh ar groaz, ha Gwenole e-unan ouzh kement all a dud en deus dalc’het penn dezho… Sellit aze an daou zispac’her ledet gantañ d’an douar ! A ! ma vijemp degouezhet un tammig abretoc’h ne vije ket c’hoarvezet kement all !…

Gwenole a zigor e zaoulagad goustadik, hag a ra ur sell nec’het en-dro dezhañ. – E benn a gouezh adarre, hag, e keit-se ar Re Wenn a zegouezh hag a ra an-dro dezhañ. Gwenole a sav goustadik e benn adarre. 

AO. KERMOGER 
N’eo ket marv !… N’eo ket marv !… 
 
GWENOLE o kas e zorn d’e dal 
Petra zo c’hoarvezet ?… Va Doue !… va Doue !… 
 
AO. KERMOGER d’ur Gwenn 
Kerzh buan davet ur banne dour fresk ! 
 
GWENOLE o sevel e zaoulagad 
O ! ar mouezhioù-se !… O anaout a ran !… Va mignoned int… Soublañ ’ra e benn oc’h huanadiñ, ha prest goude e ra adarre ur sell war ar Re Wenn. An Ao. Person !… Bennozh deoc’h, o va Doue !… Bremañ da vihanañ me a varvo laouen… gant bennozh ar beleg !… 
 
AR CHOUAN a deu gant dour 
Setu amañ dour fresk, Ao. Kermoger ! 
 
AO. KERMOGER o walc’hiñ penn ar merzher 
Ne varvi ket c’hoazh, Gwenole, ni ’raio ken brav dit ma c’helli kemeret adarre da vouc’hal a-benn un nebeut deizioù amañ. Satordallik ! ni hon eus ezhomm sikour vat evit derc’hel penn d’ar chas glas ! Alo ! alo ! Gwenole, va faotr, ret eo kemeret kalon !… 
 
GWENOLE oc’h anaout e dad a erru dirazañ 
O va zad !… Mervel a ran, her gwelet a rit, met mervel a ran laouen… Graet em eus va dever penn-da-benn… Difennet em eus va bro ha va Doue, rak mervel a ran evit bezañ nac’het diskarañ ar groaz-mañ… Deuit, ma roin deoc’h ar pok diwezhañ !… 
 
AN TAD a lamm gant e vab. 
Va mab paour !… E pe stad e kavan ac’hanout ! 
 
AN AO. PERSON 
Fiziañs hon eus d’her saveteiñ pa’z eus c’hoazh un elfenn buhez ennañ !… 
 
AN TAD 
O va mab !… Va mab !… 
 
GWENOLE 
Kasit, va zad, va fok diwezhañ da’m mamm vat… Karet em bije gwelet anezhi a-raok mervel… Na ouelit ket, va zad… Lavaret ho peus din er mintin-mañ : “Ma varvez dindan taolioù ar Re C’hlas e vezin frealzet o soñjal em eus ur mab merzher en Neñv o pediñ evidon !”… N’oc’h ankounac’hain ket… na c’hwi, na va mamm… hag un deiz, dizale, ni a vezo unanet da viken !… Mervel a ran !… met ar groaz a zo en he sav !… Ao. Person, ho pennozh, mar plij !… Un absolvenn ziwezhañ, en anv Doue !… An Ao. Person a dosta, hag a ra sin ar groaz goustadik war Gwenole. 
 
AN AO. PERSON 
It e peoc’h, ene kristen, da welet ar Jezuz hoc’h eus difennet gant kement a galon !… 
 
GWENOLE o tremen 
Bennozh Doue !… Bremañ e c’hellan mervel !… Kenavo, Ao. Person !… Kenavo, va zad ker… Kenavo va mignoned !… Kenavo ar Baradoz !… An tad a ziroll da ouelañ dourek. Gwenole a soubl e benn, marv. 
 

AN AO. PERSON 
Marv eo ar Merzher ! An holl a lamm o zogeier. Trugarekaomp Doue, breudeur ker, da vezañ roet deomp un difenner muioc’h en Neñvoù !… Marv o tifenn ar groaz !… Ha gellout a rafed kaout kaeroc’h marv ?… Ao. Kermoger, petra ’raimp-ni eus ar c’horf santel-mañ ? 
 
AO. KERMOGER 
Petra ’livirit ober, Ao. Person ? 
 
AN AO. PERSON 
Me ’gav din e vije mat douarañ anezhañ amañ zoken, e-harz hag e skeud ar groaz eo marv eviti. N’hellomp ket ober kaeroc’h. Petra ’livirit, va mignoned ? 

Pep hini a lavar e c’her. 

Mat !… Brav !… Ya da, Ao. Person !… Enor dezhañ !… Tan ha kurun !… Bec’h d’ar vuntrerien ! 
 
AN AO. PERSON 
Tavit ! Tavit ! va mignoned !… N’eo ket deomp-ni eo veñjiñ !… Ar veñjañs a zo da Zoue !… An tammoù traoù glap-mañ eo, petra ’raimp-ni diouto ? 
 
UNAN n’eus forzh piv 
O lezel da vezañ preizh ar brini hag ar bleizi, na petra ’ta ! 
 
AN AO. PERSON 
N’hellomp ket ober se, va bugale ; ar garantez kristen a c’hourc’hemenn deomp beziañ anezho ivez. 
 
AO. KERMOGER 
O mat ! lakaat anezho dre aze en ur park bennak ! 
 
AN AO. PERSON 
Evel-se eo e raimp. Ha bremañ, ken a raimp al lidoù santel, reketomp peoc’h d’an Anaon : Requiescant in pace ! 
 
AN HOLL 
Amen. 

Al lien a gouezh.