un Diviz e Pariz

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Gwenola en em gav gant Jaketa, ur Vretonez evelti. Ha diouzhtu e sav etrezo.
– N’ouzout ket, Jaketa ?…     Ur c’heloù !…
– N’ouzon netra ; petra ’vefe a-nevez ?
– Anaout a rez Katellig Kerheol ?
– O ya, pell a zo !… Ac’hanta ?… Marv eo ?…
– Tra ! tra ! Dizioù e vezo e Pariz !…
– Chekon ! e Pariz end-eeun ?… Plac’h sot zo anezhi ! Ma’z oufe pegement a boan a zo o vevañ dre amañ !… Evidon-me a vije fouge ennon o tistreiñ da Vreizh !
– Ya, Jaketa, ar c’henaouegez-se a gav dezhi emañ o vont da gaout arc’hant da rastellat !…
(Sell ’ta ! Petra ! Gwenola, te eo a gomz evel-se ? Ha piv a zo bet o sachañ anezhi da Bariz, ma n’eo ket te da-unan ? Piv en deus touellet anezhi ?… Mantrus eo ! Abred pe ziwezhad e paei ker da fallagriezh !)
– Sodez ! un tamm eo eürusoc’h e Kerheol eget ne vezo amañ biken !… Gwelet a raio…
– Deizioù d’abardaez e tegouezho. Lavaret em eus dezhi ez ajen d’ar « gare » ; n’ouzon ket avat ha gellout a rin…
– Lez anezhi… Ne vezo ket diaesoc’h dezhi eget d’ar re all ! M’em boa ranket en em sachañ va-unan !…