Kenavezo, va zad karet,
Kuitaat ar gêr zo em spered,
E Pariz ’mañ an eürusted
O c’hedal kalon ar merc’hed.
E lec’h kaout dek real ar sizhun
O labourat ’vel ur gurun
Aour hag arc’hant a c’hounezin
Hep ober seurt nemet c’hoarzhin.
Me a chañcho va dilhad groz
Va botoù saout, va c’hoef mamm-gozh
Me ’vo evel un dimezell
« Fin tailh » evel un durzhunell.
Em zreid ’vo ’r botoù ler melen
Un tog seizhennet war va fenn,
Ur vantell voulouz war va c’hoûg,
Ur c’helc’h aour en-dro da’m gouzoug.
Me ’zilezo va brezhoneg
Da zistagañ bommoù galleg.
Me ’gomzo flour ’vel un itron
Ha va « accent » a chañcho ton.
E-lec’h dour ha patatez fall
Yod kerc’h, anduilh ha soubenn sall
Me a zebro un tamm boued fin
Hag a evo ar gwellañ gwin.
Du-se ’kavin al liberte
Da dremen ar sul em giz-me,
Me ’bourmeno va c’halite
O c’haloupat a-hed an deiz.
E-lec’h ofer’n ha gousperoù
Me a redo d’an ebatoù
Pa deut an noz me a zañso
Ac’hann ma teuy an deiz en-dro.
N’ran ket a van eus ho komzoù
Ho klemmoù nag hoc’h hirvoudoù.
Kenavo, tad. Kenavo ’ta !
Mall bras am eus da gimiadañ.
|
An eürusted du-se kavet
Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant kalz daeroù a zo mesket !
Paourkaezh Janedig.
Aour hag arc’hant ’vez gounezet
Selaou, paourkaezh Janedig,
Diwar goust ar feiz, ar yec’hed.
Paourkaezh Janedig.
Te ’vo evel ur « veurlarjez »
Selaou, paourkaezh Janedig.
Ha petra ’deuy da c’houdevezh ?
Paourkaezh Janedig.
Te ’vo heñvel ouzh ur marmouz,
Selaou, paourkaezh Janedig,
Gant e gorf vil hag e fri lous.
Paourkaezh Janedig.
Gant da c’halleg a c’hiz nevez
Selaou, paourkaezh Janedig,
Te ’vo dismegañs ar barrez.
Paourkaezh Janedig.
Hor bevañs-ni zo dereat
Selaou, paourkaezh Janedig,
Da reiñ d’an den ur stomog mat.
Paourkaezh Janedig.
Ar sul eo devezh an Aotroù
Selaou, paourkaezh Janedig,
Evit magañ hon eneoù.
Paourkaezh Janedig.
Ne’z eus nemet ar merc’hed fall,
Selaou, paourkaezh Janedig,
A yafe en noz da zañsal.
Paourkaezh Janedig.
Pa ’vi aet kuit, piv a glozo
Selaou, paourkaezh Janedig,
Va daoulagad pa vin marv ?
Paourkaezh Janedig.
|