Katellig a lavar mont da Bariz

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

D’ar sul war-lerc’h Katellig a skrivas da Wenola, ha setu amañ petra ’lavare dezhi :

    Gwenola ger,

Strafuilhet ’on bet gant da lizher. Peadra a yoa, e gwirionez, da vezañ souezhet.

Te a lavar din mont da Bariz !!… Biskoazh n’em boa soñjet e kement-se. Ha koulskoude, evit lavaret mat, un nebeut bloavezhioù a zo n’en em blijan ket nemeur war ar maez, ha ma vije bet kinniget labour din e Kemper pe en ur gêr all bennak eus hor bro, hep mar em bije lavaret kenavo d’ar parkeier ha d’ar saout. N’em eus ket bet a dro d’hen ober, ha setu perak emaon atav e Kerheol Fouenant.

Aet ’oac’h pemp pe c’hwec’h ac’halenn da Bariz, ur pennad a zo, hag o vezañ ne skrivont ket d’ar gêr da lavaret ez a fall an traoù ganto, e c’hellan krediñ ez eont bravik, koulz ha ganez, va mignonez.

Te a lavar a-walc’h mont da Bariz ! Ya, lavaret a zo aes !… Ha petra deuin-me da vezañ ur wech degouezhet eno ?… Setu an dalc’h !… N’eo ket ma tisplijfe din mont betek du-se ; abaoe m’am eus lennet da lizher zoken ez eus un dra bennak ennon o lavaret din e rankan mont.

Gwel eta, plac’h kaezh, ha te a gavo ur garg bennak evidon, n’eus forzh petra da gentañ, evit gwelet ; ma n’en em gavan ket em zu eno, goude me a glasko kaeroc’h.

N’em eus lavaret netra c’hoazh da’m zud. Ha da ober petra ez afen da spontañ anezho a-raok ma’z eus netra c’hraet ? Hag ouzhpenn-se, gouzout a ran e vezo gwall denn ar c’hrogad : an tad n’asanto biken.

O ! mar gallfen mont da’z kavout !

Hast afo skrivañ din ; ne badan mui gant ar vall am eus da vezañ e Pariz !

    Da c’hedal, kred ac’hanon ivez

    Da vignonez feal hag anaoudek,

    Katellig Kerheol