Kerheol
N’anavezit ket Kerheol ?… N’on ket souezhet gant an dra-se. N’eo ket ur foeltrenn kêr kennebeut, ha morse n’eus bet enni na prezidant na ministr oc’h ober prezegennoù meur…
Mont a ran eta da lavaret deoc’h e berr gomzoù pere eo doareoù Kerheol.
Kerheol (Kêr an heol) a zo ur geriadennig etre bourc’h Fouenant ha Beg Meil, a-zehoù, pa’z eer gant an hent bras, war-hed un hanter-lev eus ar mor, kuzhet en un draoniennig leun a wez avaloù.
Fouenant, evel a ouzoc’h, eo bro ar chistr mat, ar chistr kreñv, a ro nerzh d’an den ha tommder d’an izili. Dre eno e krog ar gwez avaloù, e tougont bleuñv ha frouezh kaer, koulz ha ma krog an derv en hor c’hoadoù. Fouenant a zo ur vro dudius-kenañ da welet en hañv. It di e mare gouelioù Pask ; ne welot nement bleuñv e pep lec’h : Fouenant a zo deuet da vezañ ur pezh liorzh.
Bremañ, ma karit ar mor, n’emañ ket pell, un hanter-lev, am eus lavaret.