ur Gomz diwezhañ da glozañ

Genre
Novel
Language
Breton
Source
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Evidon-me a lavar hag a lavaro atav, rak ma vezo ar wirionez atav :

NETRA NA DALV VA BREIZH

Nann, n’eo gwir ? netra na dalv ha netra na dalvo
Kornig douar hon tadoù, Breizh-Izel, hor mamm-vro ?
Gened kozh bepred nevez, da viken ma’z karo,
Ha laouen me az meulo ken teuy din ar marv.

Lâromp eta, Kenvroiz, lâromp gant levenez,
N’eus ket e-mesk ar broioù ken din a garantez.
E Breizh-Izel ’on ganet, ganti ’on bet maget,
Hag enni eo, da’m marv, e vezin douaret.

Eno va c’housk a vezo gant va zud kozh reizhoc’h,
Eno me a c’hortozo deiz ar varn vras e peoc’h ;
Ha bemnoz, dre lanneier hag aodoù Breizh-Izel,
Ene ar barzh a gano c’hoazh meur a werz santel.