Buhez direol

Rumm
Romant
Yezh
Brezhoneg
Orin
Redon, Imprimeries Réunies, A. Bouteloup et fils aîné, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

En un ostaleri e tremen kalz tud.

Katellig na zaleas ket da ober anaoudegezh gant meur a ganfard a deue bemdez d’he gwelet. Sevel a reas kaoz etrezo buan a-walc’h, hag e rojont da grediñ d’ar plac’h ez oant Bretoned evelti.

Diwar neuze, pa veze echu he labour ganti, da lavaret eo war-dro dek eur pe dek eur hanter, Katellig a yae da heul he « c’henvroiz » d’ar bal ha me ’oar da belec’h…

Al lamponidi-mañ a rae kudoù da Gatellig, a fougee anezhi, a rae galantiz dezhi ; hag hi, par d’ar vran a zo anv anezhi er fablennoù, a grede pep tra. Katellig he doa, emezi, un tamm karantez a-berzh gwir vignoned !!!…

Tri miz e chomas en ostaleri born-se.

Ha setu, un devezh, Katellig lakaet er-maez kempennik, met avat hep bezañ paeet. Grozmol ha tousmac’h a reas, hogen, petra ’dalveze ?… Lavaret oe dezhi gant an ostizez mont sioulik gant he hent pe ez ajed da gemenn d’ar c’homiser polis dont d’he dastum. Ha Katellig a yeas adarre a di da di, a zor da zor da c’houlenn labour…

Santez Anna venniget ! Pebezh buhez !

Hag arabat eo deoc’h, kenvroiz ker, dont da sutal din emaon a-ratoz-kaer o teñvalaat an daolenn evit ober euzh deoc’h. Nann, nann, dare ’on da douiñ, me vefe ezhomm, eo kement-mañ ar wirionez, e c’hoarvez evel-henn, ha gwashoc’h c’hoazh alies gant ur maread Bretoned, ha Bretonezed dreist-holl, a lavar kenavo d’ar parkeier evit mont da glask gounidegezh vras d’ar c’hêrioù.

 Holl gannaded (deputeed) Breizh-Izel a c’hellfe dont amañ da douiñ ganin n’em eus [ket] lavaret nemet ar wirionez penn-da-benn… Taolet em eus zoken ur vantell zu war meur a dra. N’eo ket mat kemeret ur vazh da waskañ al lec’hid gant an hañvouez…