IV Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP TUD, NEMET AR SKOEDERIEN HAG AN DUD A VREZEL

LOEIZ o tostaat
Petra zo ’nevez, va zad ?

FILIP oc’h astenn dezhañ ar paper
Gwelit hoc’h-unan, va mab. D’an dijentiled. Lavaret a reer din ez eus tousmac’h e Gournay. Marteze ar re gelc’het a c’hoanta esa ur c’hrogad evit gellout dont er-maez. Hastomp. Goude al lidoù ni a dostay ouzh ar mogerioù.

LOEIZ
Mont a ran da gemenn d’ar soudarded bezañ prest evit un taol krog.

Tostaat a ra ouzh an daol hag e skriv.

FILIP
An dra-se eo ! Ra vezo pourchaset va armoù ! An taol-mañ, a dra sur, a vezo talvoudus.

Tostaat a ra ouzh an daol evit sinañ an urzh, ha lakaat e siell en traoñ.