III Diviz

Genre
Theatre
Language
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

AN HEVELEP TUD, ARZHUR, LAN A ZINAN, AR BARZH, SKOEDER, EUD

EUD
An aotroù duk a Vreizh-Izel !

ARZHUR
Aotroù, ho fealañ gwaz a zo e-harz ho treid !

FILIP
Ra viot deuet mat, va c’henderv koant ! Pell zo abaoe ma c’hoantaen ho kwelet.

ARZHUR
Dleet oa din, aotroù, dont d’ho kwelet. Peogwir ez on nevez kurunet duk a Vreizh-Izel, hag anavezet ganeoc’h evel-se, eo leal din dont da adneveziñ etre ho taouarn kinnig doujus va c’henoberourien. Setu unan eus ar pennoù-kaoz am degas hiriv betek ennoc’h.

FILIP
Gant kalz a blijadur e tegemeran ho kinnig doujus, niz koant. Hogen, c’hoant hon eus da ober muioc’h ; c’hoant hon eus da reiñ deoc’h un testeni uhel eus hor c’harantez en ho keñver, ouzh ho krouiñ marc’heg, amañ, diouzhtu zoken.

ARZHUR
Met, aotroù mat, n’em eus ket graet c’hoazh va beilhadeg armoù !

FILIP
Em anv a roue a Vro-C’hall em eus gwir da dremen dreist an urzhioù a ve heuilhet peurvuiañ, ha kement-se dreist-holl evit ur gwaz enorus-meurbet evel ma’z oc’h, kenderv koant. N’ho pezo da ober nag ar yun, nag an noz armoù, nag ar c’hrogad emgann. Skoederien, pourchasit kement a zo ret evit al lidoù a vezo bremaik dirak va gwellañ brezelerien.

UR SKOEDER o tont
Setu amañ, aotroù, ul lizher roet din da zegas deoc’h gant ar re a zo o teurel evezh war an dachenn.

FILIP
Mat ! Lenn a ra a vouezh izel.

An dijentiled a ra kelc’h en-dro d’Arzhur oc’h ober dezhañ o gourc’hemenn. Ar skoederien hag an dud a vrezel a y-a er-maez.