II Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1908
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP TUD, UR FLOC’H

AR FLOC’H o saludiñ
An aotroù Arzhur a Vreizh-Izel, gant Lan a Zinan, e ziwaller, a zo o paouez degouezhout war an dachenn, gant un dornadig soudarded.

FILIP
N’halle bet ober brasoc’h plijadur din. Da Eud. Aotroù Eud a Vourgogne, it da zegemeret hor c’henderv hag hentit anezhañ betek an deltenn-mañ gant an holl enor dleet dezhañ.

Eud a y-a er-maez da heul ar Floc’h, dre ar goueled.

LOEIZ
Mall bras am eus da welet ar bugel enorus-se, a garan evel pa vije va breur.

HERVE
Heñvel-poch eo ouzh e vamm, an dukez vat Konstañs ha na gouezhas nemet dre drubarderezh Raoul a Jester...

LOEIZ
Hervez a leverer, e roas koulskoude meur a daol kalet dezhañ. Gouezet he deus reiñ d’he mab, a-gevret gant feiz bro-Arvor, meulet dre-holl, un deskadurezh dispar war ar brezel ha war draoù-kaer istor ar varc’heien. A-raok pell, moarvat, e ray e nozvezh armoù, rak evit adkemeret ar Poatou, ar Men hag an Añjou, e vezo ret dezhañ diskouez e hardizhiegezh.