I Diviz
FILIP-AOGUST, HERVE A NEVERS, EUD A VOURGOGNE, LOEIZ A VRO-C’HALL, DIJENTILED GALL, TUD A VREZEL, SKOEDERIEN PE FLOC’HED
Pa saver ar ridoj, Filip-Aogust a zo en e sav e-kreiz an teatr, e Vab, ha Dijentiled en-dro dezhañ. Holl o deus o armoù en o c’herc’henn.
FILIP
Setu pemzek devezh, va zud vat, m’emaomp o vresañ poultrenn war-lerc’h ar Saozon. Tizhet hon eus anezho koulskoude. Hor park a ehan a zo dres dirak Gournay, el lec’h m’eo Yann Dileve en em dennet gant aon razomp. Ret e vo deomp dont a-benn hiriv eus ar gwaz lorc’hus-se. Va mab, peseurt taolenn hoc’h eus dreset war doare ren ar c’hrogad a zeu ?
LOEIZ
Setu hi amañ, va zad. Astenn a ra dezhañ paper-parch.
FILIP o sellet outañ
An dra-se eo !... An aotroù Herve a Nevers e penn an dennerien... Hor c’henderv Eud a Vourgogn a ziwallo aodoù ar Sen, e-pad ma vezo an aotroù kont a Sant-Pol o sturiañ soudarded ar c’hreiz... Piv eta a ziwallo ar soudarded dalc’het e mir ?
LOEIZ
Kredet em eus e raje mat an aotroù Gui a Zampierre kemeret warnañ ar garg-se ken pounner ha ken risklus ; evit-se ez en em zalc’ho e-kuzh er c’hoadig a zo war bordig ar stêr a zegas dour da zouvezioù ar c’hastell.
FILIP
Gwelet a ran, va mab, hoc’h eus pleustret mat pep tra. Koulskoude, e pelec’h e lakaot ar soudarded war varc’h ?
LOEIZ
Va-unan, aotroù, em eus soñj d’o ren, gant sikour Renaod, kont a Voulogne. Ni en em stenno war hent an Normandi, evit mont war-lerc’h ar re a falvezfe ganto tec’het, ha, mar bez ret, skoazhellañ askell gleiz hon arme.
FILIP
Ho toareoù, va mab, a zo re un den gouiziek-meurbet er vicher, ha neketa, aotroù Eud ?
EUD
Aotroù, n’eo ket nebeutoc’h gouest an aotroù Loeiz a Vro-C’hall da gas e vennozhioù da benn evit ned eo d’o skrivañ ; maneañ ’ra ar vouc’hal kerkoulz hag an hardishañ e-touez ar vrezelerien gozh.
HERVE
Ar re-mañ holl o deus hen anver Kalon-Leon, evel ma’z anved Richard, ar roue marv.
FILIP
Ni her gwelo hiriv stag gant al labour. C’hwi, va mab, a lezo renadurezh ar varc’heien gant ar c’hont a Voulogne : me ’fell din ho kaout em c’hichen pa bignimp war mogerioù-tro ar c’hastell.
LOEIZ
Ya, va zad, ha gant sikour Doue ni a deuy a-benn eus laer digalon tron rouantelezh Bro-Saoz.
HERVE
Ur reuzeudig ha n’en deus ket bet a vezh o laerezh e niz, bugel c’hoazh, ha dre-se re zinerzh evit herzel outañ.
FILIP
Klevet em eus koulskoude eo va c’henderv Arzhur leun a vailhantiz hag a galon.
EUD
Gwir eo, aotroù ; hogen, evel ma’z eo gwall yaouank, emañ war var da ober meur a dra hep evezh a-walc’h.
HERVE
Ouzhpenn ma teu an drubarderezh da sikour kalz re vat c’hoantegezhioù disleal Yann Dileve. Lavaret a reer en deus gounezet senechal ar Poatou, o kargañ dezhañ e c’hodelloù a aour.
FILIP
Dre sant Denez ! Va c’henderv a gavo ennon un difennour hag ur skor. Hen touiñ a ran war va c’hleze a varc’heg [!].