XX Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, ARZHUR, LAN A ZINAN, LOHIEG, ROHAN, GUIOMAR, HERVE A LEON, MALASTRED, DIJENTILED, TUD A VREZEL, FLOC’HED, MEVELIEN

Arzhur hag ar floc’hed a deu dre an tu-dehoù. - An dijentiled hag ar mevelien a deu dre gleiz.

ARZHUR
Dont a ran va-unan, aotrounez, da reiñ deoc’h anaoudegezh eus ar c’hoarioù a vezo bremaik e porzh ar c’hastell. An aotroù Lan a Zinan, va c’helenner a zoare, Herve a Leon hag e vreur Guiomar, a zibaban da vezañ barnerien ar c’hourenadeg.

LAN A ZINAN
An aotroù a aotrefe deomp ivez war-lerc’h ar c’hourenadeg marc’heien, ur redadeg evit ar skoederien hag an dud a vrezel ?

ARZHUR
An aotre a roan gant plijadur. Alo, tud kalonek, levenez hag eürusted e pep lec’h hiriv !

HOLL
Bevet ! Bevet Arzhur a Vreizh-Izel !

Diwezh an arvest kentañ