V Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1908
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP TUD, SKOEDERIEN o tougen lodennoù armoù ur marc’heg, TUD A VREZEL, MARC’HEIEN

FILIP o pignat war e gador
Gouzout a rit, marc’heien, evit petra ’omp bodet amañ. Emaomp o vont da sevel un dijentil yaouank d’an enor da vezañ hor breur en armoù. Hen anaout a rit ; hogen, evit sentiñ ouzh al lezennoù douget gant Arzhur-an-Daol-ront a behini e toug an anv, emañ o vont da vezañ ardamezet dirazoc’h, goude m’en devezo graet etra va daouarn an anaoudegezh eus va galloud warnañ ha war e stadoù, evel gwaz eus kurunenn Bro-C’hall. Da Arzhur. Duk a Vreizh-Izel, tostait, ha grit ho kinnig doujus.

ARZHUR o lakaat e zaouarn e re ar roue
Aotroù, me, Arzhur a Vreizh, a deu da vezañ ho ten, hoc’h hanterer, evit ar pezh a sell ouzh va Breizh ha va stadoù a Boatou, eus ar Men, eus an Touren hag eus an Añjou.

FILIP
Ha me, hoc’h aotroù, a ro deoc’h va galloud war an douaroù-se, evel m’o deus hen disklêriet deoc’h an aotrounez am eus kaset da lidoù ho kurunidigezh.

ARZHUR
A-enep n’eus forzh piv, me a zifenno bepred ho korf, hoc’h enor, hag e touan ho tennañ a brizon hag a bep seurt riskl, ha goude ma rankfen en em lakaat va-unan en ho lec’h.

FILIP
Test ’oc’h holl, marc’heien ha soudarded, eus an testenioù a vignoniaj a zegemeran hiriv eus a-berzh an duk Arzhur, gwaz a Vreizh-Izel. Ober a ran da’m zro al le d’ho sikour kement gwech hag ho pezo ezhomm ac’hanon. Arzhur, ha n’ho peus-hu da glemm eus den ?

ARZHUR
Aotroù roue, anaout a rit troioù fall Yann Dileve, va eontr. Gouzout a rit penaos en deus enep pep gwir laeret ur gurunenn hag a yoa din. Ouzhpenn-se, emañ dre drubarderezh o paouez laerezh ivez ar Poatou diganin. Ar rouanez gozah Eleonor a zo he-unan oc’h hentañ ar soudarded.

FILIP
Roiñ a ran deoc’h daou c’hant soudard hag a stourmo gant ho sujidi feal a Vreizh-Izel. Hoc’h aliañ ’ran da zigeriñ ar brezel hep gedal pelloc’h. Pa vo echu ganin brezel an Normandi, me a yelo a-unan d’ho kaout, pe a gaso va mab.

ARZHUR
Ho trugarekaat a-greiz kalon, aotroù.

Pellaat a ra.

LAN a dosta ouzh Arzhur, a ginnig dezhañ e zorn, hag a gas anezhañ dirak an tron.
Aotroù roue, ha c’hwi, marc’heien, plijit ganeoc’h degemeret pedenn an dijentil-mañ, servijer d’Arzhur Veur, a c’houlenn bezañ degemeret marc’heg.

FILIP
Piv a ginnig anezhañ, ha piv a gomzo evitañ ?

LAN
Me, Lan, kont a Zinan, ar c’hoshañ eus marc’heien Breizh-Izel.

FILIP
Eus a be lignez e teu ho filhor ?

LAN
A lignez uhel ha direbech.

FILIP
Peseurt taolioù-kaer en deus bet graet en emgannoù ?

LAN
N’en doa ket a oad a-walc’h c’hoazh evit brezeliñ. Hogen, desket-bras eo war ouiziegezh an armoù, ha gouzout mat a ray embreger ar goaf hag ar c’hleze.

FILIP
Pe anv en deus ?

LAN
Arzhur a Vreizh-Izel, mab Jafrez an Eil, hag an dukez vat Koñstañs.

FILIP
Mat eo. Bennozh deoc’h, marc’heg kalonek. Savit, den yaouank ! Ra vezo e kalonoù an holl ar garantez virvidik em eus evidoc’h ! Komzit d’ho tro. Perak e c’hoantait bezañ graet marc’heg ?

ARZHUR
Evit heuliañ penn-da-benn dlead ar marc’heg.

FILIP
Marc’heien, e glevet hoc’h eus. Ha plijout a rafe deoc’h e zegemeret en hon touez ? An holl varc’heien a astenn o dorn evit diskouez e roont o asant ; an dud a vrezel a stou o c’hlezeier. Ar roue a gomz bepred. Tostait, duk a ouenn uhel ! Degas a reer ur gador vourret dirak tron ar roue. Lan a zegas Arzhur betek enni. Kinnig a reer d’ar roue ur votez ler gentr outi ; hemañ hel laka ouzh troad Arzhur ; ur marc’heg all a wisk dezhañ ar roched houarn, hag an traoù all a servije d’ar varc’heien. Un all a laka dirak ar roue ur c’hleze gant e c’houriz. Ar roue her ro da Lan, hag hemañ hel laka ouzh Arzhur, en ul lavaret : Degemerit ar c’hleze-mañ a oe spontus etre daouarn ho tad !

ARZHUR oc’h e dennañ eus e c’houin.
O te, hag a zo bet graet pounner ha santel gant va zad, na repozi mui ken am bezo bet adarre degouezhioù va zud kozh.

FILIP
Marc’heien, degemeromp e le. Da Arzhur. Gouezit penaos an neb piv bennak a ya enep e c’her a denn warnañ mallozh an Doue bev ha mallozh an dud. Arzhur Veur eo en deus lavaret kement-mañ evit ar wech kentañ.

ARZHUR gant e gleze noazh, a laka e zorn e dorn ar roue ; an holl varc’heien a denn o c’hlezeier ; ar roue en e sav.
Dirak Doue hag ar c’hleze-mañ, me ’dou bezañ bepred feal da’m feiz, da’m friñs ha d’an enor ; gouestlañ ’ran va buhez da sikour ar re izel, da skoazelliñ an dud eeun ; harpañ ’rin dreist-holl an dud divlam gwasket a enep pep gwir hag ivez pep pleg mat gwall-gaset. Ar roue a ro dezhañ tri daol war e skoaz gant plad e gleze, o lavaret :

FILIP
Ober a ran ac’hanout ur marc’heg, en anv Doue, an Itron Varia hag an Aotroù Sant Denez. Bez kalonek, dispont hag eeun ! Neuze ar varc’heien a ra salud an armoù, ar soudarded a ziskenn o goafoù. Diwezh zo d’al lidoù. Hastit bremañ, va c’henderv a Vreizh-Izel, mont d’ar Poatou, ha chañs vat deoc’h !

Sonadegoù a glever er-maez, kemmesket gant youc’hadennoù ar soudarded.