VII Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AR GWARD, LAOU A REIER

Ar gward a ya hag a deu ur pennadig, ober a ra an dro d’an teltennoù, hag ez a diwar wel – noz peusteñval.

LAOU A REIER, war beg e dreid, o sellet a bep tu, a deu dre gleiz, hag a en em sil e-harz un deltenn. O sellet en-dro dezhañ.

Diwallomp ! Arabat eo din mont d’en em deurel en un toull gwesped !

Kuzhet a ra a-dreñv teujenn ur wezenn, o chom koulskoude a-wel d’an dud.

AR GWARD, o tont war wel
Na sioul eo an noz !... Ar park-mañ, ennañ kement a vuhez bremaik, a zo heñvel bremañ ouzh ur vered. Bezomp war evezh evelato !

LAOU A REIER a-gostez, d’an dud
Ra zeuy ar vosenn da stouvañ dit da c’houzoug, gward milliget !

AR GWARD
O ! na sec’hed am eus !

Laou a Reier a ya d’ar red d’an tu-dehoù – O welet ur pod dour dilezet tost dezhañ.

LAOU A REIER
A !...

Kluch a ra, hag oc’h astenn e zorn e tiskarg ur vuredadig vihan louzoù-kousked tennet gantañ eus e vruched ; goude-se e tistro d’an tu-kleiz.

AR GWARD
Ur pod gwin !... Pebezh eurvad !... Daoust ha goullo e ve ?... Kemeret a ra anezhañ. N’eo ket ! Evañ ’ra. Mat eo kenañ !

LAOU A REIER, d’an dud
Kae atav, te ’gousko dizale, va faotr !

Sioulded ur pennadig.

AR GWARD, a dosta ouzh an dud hag a sell er pellder en tu-dehoù
Du-se ez eus ur skaon e-kichen an deltenn. Ma’z afen di da azezañ !... En em skuizhañ ’rafen nebeutoc’h, en ur ziwall kenkoulz. A-hent-all, an holl a zo kousket mat dre amañ...

Peoc’h – Ar gward a ya a-ziwar wel.

LAOU A REIER, o tont tre
Setu me degouezhet ! N’en deus ket gwelet ac’hanon !... Bremañ, petra da ober ? Gwelomp da gentañ hag eñ n’eus riskl ebet evidon dre amañ... Sellet a ra. Ar roue Yann en deus touet din e teuy da’m c’haout amañ... Kalz treiñ zo gantañ, me ’gav... Daoust hag ankounac’haet en defe ?... Kemeromp hon amzer... ha dreist-holl, bezomp war evezh !... Mont a ra da guzhet, hag e chom a-sav en un taol. A ! piv a zo erru aze ?...