VI Diviz
AR BARZH e-unan
Er penn pellañ e weler ar gward oc’h ober e dro – noz teñval
Setu meur a guzul kuzhet dizoloet ha diskaret d’an traoñ ! ar re a yoa en em glevet evit gwerzhañ hon duk ker a zo anavezet gant an holl ! Daoust hag an trubarderezh en devezo erfin un diskuizh ? Nann, ar c’hoant da gaout arc’hant na chom a-sav dirak netra ! Abaoe m’on deuet eus Gourne em eus tremenet n’ouspet nozvezh war vale o tiwall buhez hon duk ker. En noz diwezhañ c’hoazh edon aze, va skouarn astennet da selaou an disterañ trouz, o sellet e-kreiz an deñvalijenn. An aon da welet ur goutellasenn o lugerniñ enni am dalc’h dihun. En deiz n’hellomp ket bezañ nebeutoc’h war evezh : ober goulennoù ouzh ar spierien, kemeret al lizhiri diasur, tremen dre bep seurt stummoù evel an torfed, mont da welet ar vro, kement-se holl a rankomp ober gant kalz a finesa. Hiriv, em eus ranket stourm war mogerioù kêr, goude un emgann korf-ouzh-korf gant Reier. Skuizh-marv eo va c’horf ! Skuizhder ar brezelioù a deu a-benn eus an houarn hag eus ar maen-marbr ; ret eo din eta diskuizhañ... O va Doue ! taolit evezh war va mestr yaouank, ha distroit diwarnañ mennozhioù an dud fall ! en em denn a ra war-zu ar penn pellañ, hag e chom a-sav en ul lavaret a vouezh uhel : Gwardoù, bezit war evezh !
Ar gward a lavar eveltañ ; hag e klever an hevelep youc’hadenn adlavaret er pellder. Ar Barzh a ya er-maez.