Kanaouenn

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

war don ar Bennhêrez a Geroulaz

Pa vo deut an eur da gousket,
Soudardig feal dilezet,
Taol evezh mat da bep mare,
Gant aon rak un trubard a ve.

Pa vo deut an eur da gousket,
Ma teu un enebour touet,
Lavar uhel gant da vouezh sklêr
« Setu ar bleiz war borzhioù kêr ! »

En noz teñval ur steredenn,
O taol dre-holl he sklêrijenn,
Ar gounid eo o vousc’hoarzhin
Gant he bannoù c’hwek ha lirzhin.

Hogen, ma teufe an trubard
War da dro, paourkaezhik soudard,
Sko kalet ha lavar deomp-ni :
« En ho sav holl ! Setu ar bleiz ! »

E-pad ar poz diwezhañ an ofiserien a ya kuit hep lavaret ger.