II Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Vannes, Lafolye frères, 1908
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

AN HEVELEP RE, ANDOCH, ALAR o tont dre an tu dehoù

ANDOCH o tont d’ar red
Hein ???... Lodennoù ?... Me ’m bo ivez, mever ! Double ! Setu me amañ !...

ALAR
Ha me ivez... Atav e vezan el lec’h ma vez un dra bennak da rannañ.

OLMERIG
Sell ’ta ! daou soudardig nevez evit hor rejimant !... Kastor ha Pollux !

ANDOCH
Ho tigarez, mar plij, kabiten... faziañ ’rit... N’eo ket evel-se ’omp anvet.

ALAR
Kastor ha Pollux ! petra eo an dra-se !

OLMERIG
Daou norman genaouek, ha na vezent gwelet morse an eil hep egile !

ANDOCH
Han ya ! Bremañ ’ouzon avat ! Evel pa lavarfet Sant Lukaz hag e ejen ?

ALAN
Pe c’hoazh, an aotroù Sant Anton hag e...

OLMERIG
Dres ! Met, sac’h an dien ! eus a belec’h e teuit ’ta ? N’em eus ket ho kwelet e-pad ar seziz ?

ANDOCH
Neuze ? Me eo am eus roet an taol kentañ.

ALAR
Gaou avat !... Me eo !...

ANDOCH
Arabat eo dit fachañ !... Ni hon daou eo !

OLMERIG
Ho taou ?

ANDOCH
Ya, ni hon daou eo a zo pignet da gentañ war ar mogerioù.

HOLL o c’hoarzhin
Ha ! ha ! ha !...

OLMERIG
Mard eo gwir, sur ! Graet em eus an anvioù a-raok ar c’hrogad. N’edoc’h ket e-touez ar soudarded.

ANDOCH
Kabiten, mont a ran da lavaret ar wirionez deoc’h penn-da-benn. Ni a zo bet kaset da spiañ...

HOLL
Da spiañ ?...

OLMERIG
Displegit an dra-se deomp ’ta sklêr.

ANDOCH
Setu amañ petra eo, va ofiser. Pa darzhe an deiz, er mintin-mañ, deomp, Alar ha me, o sellet dindan mogerioù kêr...

OLMERIG
Sell ’ta ! Ha petra ho poa da ober eno ?

ANDOCH
Roit amzer din !... Evit gwelet hepken dre belec’h e c’helljemp mont e kêr diwezhatoc’h.

OLMERIG
Neuze ?

ANDOCH
Setu, hep gouzout dare deomp, Pontbriand o lakaat e grabanoù warnomp !

OLMERIG
A ! ya, gouzout a ran !

ANDOCH
Hag e lavar deomp : deuit d’ar c’hoad da’m heul !

ALAR
A zo war hent leandi Santez Ursula...

OLMERIG
Ha perak ?... Evit ober petra ?...

ANDOCH
Evit spiañ hag en em deurel war ur vandenn varc’heien a deue da reiñ dorn d’an enebourien.

ALAR d’ar bobl
An Andoch ! a ! pebezh spered ijinus ! Atav e kav ur riboul bennak evit en em denn !

OLMERIG
Ac’hanta ! Ha goude ?

ANDOCH
Mont a reomp neuze en hent... hag ez eomp da guzhat en ur vodenn lann... Un eur goude e tegouezhe hon den.

OLMERIG
Ho ten ? Penaos an dra-se ?

ANDOCH
Faziañ ’ran... Hon tud eo a fell din lavaret... Ouzhpenn ugent oa anezho. Hag e teuent d’an daoulamm ruz, o zogoù houarn war o fri, o c’hlezeier noazh dirazo. Taolomp evezh ! emeve... Arabat deomp e vankout pe emaomp kollet ! Kregiñ a ris em zaoler-biroù...

ALAR
Ha me em hini...

ANDOCH
Tennañ ’ran.

ALAR
Tennañ ’reomp.

ANDOCH
Hag e tizhan anezhañ, dres e morzhad e varc’h.

OLMERIG
Asa ! n’oa eta nemet unan ?

ANDOCH
N’eo ket an dra-se eo ! Komz a ran hepken eus ar mestr... Ar re all o doa kemeret an tec’h ouzh hor gwelet.

OLMERIG gant ur mousc’hoarzh goapaüs
Gwir ?...

ANDOCH
Ar marc’h a zo rostet en e hernajoù.

ALAR
Ar marc’heg a gouezh d’an douar...

ANDOCH
Pontbriand a zispak e gontellasenn hag a hop warnomp : war-raok ! ha marv d’an trubard !...

ALAR
En em daol a ra warnañ evel un den pennfollet.

ANDOCH
Hon daou o gwelemp o ruilhañ er boultrenn.

OLMERIG
Aet ’oc’h buan, da vihanañ, da gas sikour dezho ?

ANDOCH
N’eo ket bet darbet deomp !... N’oe ket brav !... Tro ouzh unan !...

OLMERIG
Evit echuiñ, petra hoc’h eus graet ?

ANDOCH
En em denn, na petra ’ta ?

HOLL
En em denn ?...

ALAR
...War-zu Mirebeau...

ANDOCH
Hag ’omp degouezhet abred a-walc’h evit kemeret kêr !

AN HOLL o c’hoarzhin
A ! a ! a !

OLMERIG o c’hoarzhin ivez
Ya, ya, evit doare ’oc’h paotred vrav...

SOUDARD KENTAÑ
Skedus eo ho tro vale...

OLMERIG
Ma n’hoc’h eus nemet kontennoù evel-se da gontañ deomp...

ANDOCH
Kabiten...

OLMERIG
Alo !... A-walc’h !... Un bannac’hig c’hoazh, kamaladed...

SOUDARD KENTAÑ
Hag ur ganaouenn a vrezel !

HOLL
Ur ganaouenn ! ur ganaouenn !

OLMERIG pe un soudard all
Gant plijadur, mignoned ; selaouit eta !

En o sav war a-raok an teatr.

WAR DON Bale Arzhur

Lâr din, marc’heg, war an dachenn
Ha chom a ra enebourien ?
Na pet zo c’hoazh er gêriadenn ?

     DISKAN

     Er gêriadenn, er mintin-mañ,
     Ez oa ur mil, hep faziañ ;
     Daou c’hant zo bremañ d’ar muiañ.

Lâr din, marc’heg, va mignon ker,
Pet boutailh gwin a chom e kêr,
Pet boutailh ’vit leuniañ hor gwer ?

     DISKAN
     Er mintin-mañ, ruzik livet,
     Edont aze tri c’hant renket ;
     N’eus mui ugent ma vent kontet.

Lâr din, marc’heg, va mignon kaezh,
Eus a ugent pet a chom c’hoazh,
Pet a voutailhoù bihan ha bras ?

     DISKAN
     Bremaik ’konten un daouzegenn ;
     Ha gant ur c’hwezhadenn hepken,
     Mui na gwin nag enebourien !...