XI Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1908
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

YANN DILEVE, ARZHUR A VREIZH

ARZHUR, d’an dud
Aet eo ar goulm kuit gant ar respont. A-raok pell, hep man ez vezin dishual.

YANN
Setu eta va enebour ! Sioulded. Arzhur a chom en distro o selaou ouzh Yann, a laka e holl ijin da gemeret un doare yen ha doujus. Aotroù !

ARZHUR, d’an dud
Setu eta va heskiner ! Uhel. Dont a rit a-dra-sur da reiñ din anaoudegezh eus mennozhioù va eontr em c’heñver ?

YANN
En enep eo. C’hoant en deus da c’houzout petra zo bet kaoz deoc’h da gemeret an armoù ’enep dezhañ, ha perak hoc’h eus en em glevet gant Filip-Aogust, e enebour.

ARZHUR
Roue Bro-C’hall en deus va difennet a-zoug ar wech ; eñ eo a oe va faeron pa oen degemeret marc’heg... Da’m mamm vat Koñstañs e roas e c’her e skoazellfe atav va gwirioù.

YANN, gant buanegezh
Ho kwirioù ? E pelec’h emaint ?

ARZHUR
Petra ’fell da’m eontr neuze ?

YANN
C’hoant en deus d’ho kwelet o sinañ an dilez eus ar pezh a anvit ho kwirioù war Vro-Saoz. An dilez-se a dle bezañ embannet e Bro-C’hall, e Bro-Saoz, er Skos, hag en holl vroioù a zo en em savet.

ARZHUR
Ha ma ran ar pezh a c’hoanta ho mestr ?

YANN
Ar frankiz a vo rentet deoc’h : roue Bro-Saoz a ankounac’hao ho follentezh, ho lakao adarre war ho tron a Vreizh-Izel hag a vezo ho tifennour hiviziken.

ARZHUR
Va difennour !... Aotroù Maubre, ha ma ran fae war e ginnig touellus ?...

YANN
A ! neuze, mallozh warnoc’h ! n’hoc’h eus da c’hortoz na pardon na peoc’h : brezel kriz a vo.

ARZHUR
Gwazh a se ! Livirit da’m eontr em eus soñj mat eus lavar va bro : « Kentoc’h mervel eget bezañ kailharet !  » hag e lavaran ouzhpenn eo gwelloc’h ar brezel eget ar vezh.

YANN, o vont en egar
Diskiant ’out ? Kollet ec’h eus da benn ?

YARZHUR, gant lorc’h
Aotroù Amias Maubré, ankounac’haat a rit ouzh piv e komzit.

YANN, d’an dud
Den diseblant ! Uhel. Ankounac’haat a rit hoc’h-unan, priñs Arzhur, ha pezh ma’z oc’h hag e pelec’h en em gavit.

ARZHUR
E pelec’h emaon ! Er prizon, chadennet dre drubarderezh breur va zad, an hini a dlee va difenn. Ar pezh ma’z on, Aotroù Maubre, duk a Vreizh-Izel dre lignez va mamm... An añjou, an Akiten, ar Poatou hag an Normandi a zo din. Bez ez on erfin roue a Vro-Saoz peogwir ’on heritour da’m zad Jafrez ha da’m eontr Richard Kalon-Leon.

YANN
Gevier !

ARZHUR
Ne livirit ket eo gevier an dra-se ! Ar gwirioù-se n’hellont ket bezañ nac’het ouzhin ; anavezet ’int bet gant ar roue Richard e-unan, er Sisil, p’edo o vont d’an Douar Santel, embannet ’int bet e Bro-Saoz hag e Bro-Skos gant an eskob Eli ; nag ar prizonioù nag an tourmantoù, nag ar marv zoken n’hellint biken va lakaat d’o dileziñ ! Ya, bremaik e krenen dirazoc’h : hogen ar soñj eus troioù disleal ho mestr he deus rentet va nerzh-kalon din.

YANN, oc’h enebiñ ouzh ur froudenn a vuanegezh
Ya da ! chom a reot er prizon, aotroù koant, pa’z eo gwir e plij kement deoc’h.

ARZHUR
Soñjit ervat ! Gwasket hiriv, marc’hoazh marteze em bezo ar gounid... N’em eus graet nemet erbediñ keit ha m’am beus bet fiziañs e lealded va eontr ! Pediñ ’ran ho mestr da zerc’hel soñj eus ar mare m’oa e-unan dinerzh hag harluet, eus an amzer-se m’oa argaset gant e dad Herri II ha bannet eus al lez ; e baourentez neuze a yoa ken bras ma oe lesanvet Yann Dileve !

YANN, d’an dud
Pebezh soñjoù kasaüs !

ARZHUR
Dre un torfed e pignas war an tron. Ne chomo ket pell eno, rak erru eo ar roue Filip da’m sikour ; e armoù, sur ’on, a zo a-benn-vremañ war dreuzioù ar vroig-mañ. Dizale em bezo ar frankiz adarre, galloudus e vezin ivez, ha da’m zro me a lavaro : mallozh d’ar roue Yann !

YANN
Den diskiant ! Ra gouezho ar c’homzoù milliget-se war da benn !... Kae, kred ac’hanon, gwelloc’h eo dit prenañ ar peoc’h o stouiñ dirak roue Bro-Saoz, goulenn pardon digantañ... gant aon ne vefes re ziwezhad ! Setu diwezhañ komzoù va mestr.

Ober a ra seblant da vont kuit.

ARZHUR
Chomit c’hoazh !... Ho mestr... Mat ! peogwir e talc’hit ken brav e lec’h, me a gomzo ouzhoc’h evel pa vije e-unan amañ dirazon, hag e lavaran : krediñ a rec’h ac’hanon, gwall-zigalon o reiñ din da zibab etre an dizenor hag ar marv, o soñjal e karjen gwelloc’h ar vezh !... hag eo abalamour ma ’mañ an hevelep gwad o redek en hor gwazhied ?

YANN
Priñs !

ARZHUR
Ar gwad-se a zo ivez gwad Jafrez ha Richard, daou varc’heg kalonek ha dispont. Me, klask da vignoniaj ? krediñ ez leoù ? Aet ’out ’enep dezho ! Me, goulenn truez ouzhit-te, Yann, mab digalon, a savas teir gwech ’enep da dad marv ouzh da vallozhiñ ! ganez-te, breur fall, ac’h eus dalc’het va eontr Richard e prizonioù an Aotrich, hag az peus ur pennad goude kaset torfedourien d’e lazhañ er c’hoadoù ! Krediñ ez enor, Yann, trubard d’e c’her, ac’h eus gwerzhet da vignoned en Evreux evit kaout da-unan ar vuhez ! Me, fiziout ennout-te, marc’heg disleal ! En despet d’ar gomz roet dre le da Laou a Reier ac’h eus va zaolet er prizon-mañ, ha kondaonet da vervel gant an naon daou warn-ugent dijenbtil tapet er memes amzer ganin e seziz Mirebeau !

YANN, du gant ar gounnar
A-walc’h ! A-walc’h !

ARZHUR
Goulenn truez ouzhit ! O ! ne ran ket ! an dra vezhus-se am rentfe din eus da vignoniaj !... N’em eus tamm ebet ezhomm anezhi !...

YANN, o sailhañ warnañ
Trubard !

ARZHUR
A !

YANN
D’an daoulin, bugel !

ARZHUR
Roit peoc’h din, n’eo ket c’hwi ar roue ! ha rak-se perak ez eus aet kement a zroug ennoc’h ?... Daoust ha kablus ’oc’h eus an dorfedoù-se ?

YANN, d’an dud, diskrognet eo evel ur c’hi klañv
Mervel a ray !... Uhel. Hubert ! D’an dud. Bezomp adarre evel pa ne ve netra etrezomp !