VI Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Gwened, Lafolye frères, 1908
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

AN HEVELEP RE, UR SKOEDER

AR SKOEDER
Aotroù, emeur o paouez lavaret deomp eo aet Yann Dileve e-maez e gêr, dre un nor guzh.

FILIP
Ra vo sonet ar galv diouzhtu, ha bec’h d’an tec’her. War-sav, marc’heien !

LOEIZ
Deomp en hent, en anv Doue hag hon aotroù benniget Sant Denez !

HOLL
War-raok ! War-raok !

Holl ez eont er-maez dre ar goueled.