ar Roc’h-Allaz

Genre
Poésie
Langue
Français
Source
Paris, Plon-Nourrit et Cie, 1922
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    Da Yann ar Fusteg

E-tal ar Kozh-Stankoù a zo ur garreg glas,
Ur garreg glas ha krenn, anvet ar Roc’h Allaz.

Ha, war ar garreg-se, neb a ra he diskuizh
E chom ’vit he buhez disjoaüs ha languiz,

Alies ’meus gwelet nijal ’trezek ar stank,
Gwelet ivez tec’hel meur ’durzhunell yaouank :

En he sae ardant-flamm laouen pa errue,
Melkonius-meurbet, allaz ! pa zistroe.

War maen an Tonkadur chomet ’oa ur pennad ;
Hag ab’oe ar glac’har ’teñvale he lagad…

Ar maen-se, siwazh din, ’raok gouzout he doare,
Am eus n’em yaouankiz paozet war he c’horre.

Ha setu, Yannig ker, setu eno penaos
Ar joa ’pella diouzh ma ene deiz ha noz.