Traouigoù
Auteur
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, A. Chevalier, 1885
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
An iliavenn ’lec’h ma’z eo ’n em staget
A gar mervel. Ya, met, lâr da’z mignon,
Bodennig koant, perak ne roas ket
Da bokedoù kevret gant da galon ?
– Diwall, na ro, ma faotrig, re vuan
Pezh alies vo kavet re vihan.
***
N’eus, Breizhiz, yezh war-dost par d’hon hini.
Deu’t, Gallaoued, pere ’glask bokedoù
Evit harpañ ho kalleg ’n e gozhni,
Deu’t ha redit un tamm hon marc’hadoù,
Hag a welfot ma c’henvroiz o skuilhañ,
’Leiz dorn, ar pezh ar c’hoantait ar muiañ.
***
An den yaouank reut e gar ha lirzhin
(M’en deus ur wech skoet eeun va zad kozh)
N’eo ket chalet da welout ar mintin.
Nag ar c’haezh kozh da welet dont an noz.
Kousket pe nann, hennezh ’ra huñvre aour ;
Atav dihun, emañ ’met chase paour.