un Taol sell er Baradoz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Bremañ pa ’meus roget e burgator d’ar pap,
Mouget tan e ifern e pehini a stlap,
A-bouez e zivrec’h foll, niver bras a dud kaezh,
Me ’gav din a rin mat hel lakaat el lec’h aes.

Deus ’ta da’m Baradoz, kar pell d’an ebestel.
O ! glac’har ma ene ! me ’wel an Tad Santel
Stouet ’vel un ael plastr dirak ar burzhudoù
A strink dindan e veg war treuzioù an neñvoù.

– Allaz ! ma faotrig kozh, n’eo ket er feson-se,
Evit an taol kentañ, en em dalc’her en neñv*.    [T ee] 
Te ’soñj dit eo moarvat ’maout c’hoazh war an douar
O pediñ ’vel ul Labr* dirak da werc’hez koar ?    [Benoît Labre, saint] 

N’heller ket bezañ bet ha chom pennek atav ;
Evel da genseurted ez poa poan ’vit anzav
A rede an douar, ha stage ’n ur prizon
Pep Galile ’gomze hervez ar gwir feson.

Kaer hon doa youc’hal dit teurel da votoù koad,
Ha gant re ler skañvoc’h kerzhout e-giz d’hon oad ;
Lezel ar poulloù-rod d’an dud un amzer all,
Koulz plantañ war e fri lunedoù d’ur c’hi dall.

Evel an idoloù, ne rees van ebet,
Evelato, p’her ’beus, dre druez, kemeret,
Selaou : ur son a zo amañ, n’en deus ket daou ;
Hel ’lâr : a-raok, a-raok, holl sent a bep seurt liv ;

Deus sklêrded d’ur sklêrded e ve pignet en neñv*.    [T ee] 
’Vel ar c’houmoul a lamm an eil war egile.
Levenez war ebat a vo e mor Doue.
Arabat eta dit stourm aze ’vel ul leue.

Petra ’vo an ebat ? Deut mat ’oc’h d’her goulenn !
Ar Mestr hepken zo gouest d’e reiñ deoc’h da gompren.
Evidon-me na rin ar bihanañ esa
War ’pezh ’neus difriet alies ma nesañ.

Pebezh min louarn besk ’reas ma c’hamalad,
Ur wech savet ’n e za, ha digor e lagad,
Pa eñ gwelas eno sederik brav-meurbet
Tud hen doa gwell gaset hag eskumunuget !!

– Bremañ pa’z omp, emaint, krog da gentañ er skeul,
Pa bignfomp uheloc’h te ’c’hello dont d’hon heul ;
Bras an tamm ac’hanout a yoa er Vatikan…
Met bremañ roomp peoc’h pa’z omp e-maez a boan.

Mall bras gantañ da reiñ d’an tadoù dizimez,
« Evel just ha rezon », ur merk a garantez,
…Sebezet krak ar paotr ! Ne gav nikun ebet !
– Er purgator, ’michañs, ’maint gant o mignoned ?…

– Ya, ya, ’me ur vandenn paotrezed koantoc’h-koant…
Hon fouret ’doa er forn, siwazh ! kontrel d’hon c’hoant !
Mar geo deut o mare da dañvat ar soubenn…
Bezomp dinec’h war se, hep o damall ouzhpenn.

    KONKLUZION

Pep hini ’neus e vec’h, n’eus ket da lârat nann,
Hag e dougen ’ranko a-raok monet ac’hann,
Pe chomo hep e gopr. Sonn, paotred, hon tal,
Poaniomp evit ma vo abredoc’h-naet hon stal.