Marc’haridig

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ha soñj hoc’h eus, Marc’haridig,
Gwechall, e pardon Poullaouen,
’Moamp prenet daou wennegadig
Sivi, ma oe leun da barlenn ?

’B’oe, Aotroù Sant Per, ’mezonig, 
’Neus graet meur a dro war hon fenn.
Met hon c’halon, Marc’haridig,
Ha n’eo ket chomet ken laouen ?

Ac’halenn me ’wel ar wezenn
E disheol pehini mistrik
’Moamp dibabet hon prenadenn ;

O ! Mar kerez !… Ul labousig
Eno ’gano deomp evel-henn :
« Kalon glan na gosha biken ! »