200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Nag a bet a glever bemdez oc’h hirvoudiñ
War bilig ar mizer ’zo kouezhet en o zi,
Hag a chom ’vel peulioù, pa n’o deus ’met plegañ
Evit rastellat aour ’leizh ar wazh o ruilhañ !

Un den mat eus Stirling, Bro-Skos, ’lavar deomp-ni
An Aotroù A. Cadot, ’zo pastor e Chauny,
O vezañ skuizh moarvat gant e sac’hadoù aour,
’Neus laket en e benn reiñ un toullad d’ar paour.

Pemp mil lur warn ugent a ginnig d’an hini
’Ziskouez dre ar Skritur ’dleomp pediñ Mari :
’Gavo en Aviel ul lec’h bennak anat
O lavarout a c’hell Mari hon sovetaat.

Pemp mil lur warn ugent e ro d’an den gwirion
’Zic’houel er bibl penaos gwin ar gomunion
A dle bezañ lipet gant ar beleg hepken
Hag e ve un dra fall e reiñ da bep kristen.

Pemp mil lur warn ugent d’ar mestr pe d’ar vestrez
’Zic’houel en Aviel e oa Per dizimez ;
Pe ’gavo er Skritur ur versed pehini
’Lâr eo krak difennet d’ar beleg dimeziñ.

An holl a oar hon eus dirak tron an neñvoù
Un avokad santel evit hon pec’hedoù ;
Pemp mil lur warn ugent ’ginnig da neb a c’hall
Diskouez, dre ar Skritur, ’zo unan bennak all.

Ar Romaned a dou eo bet Per eskob Rom.
A-raok ma kredo se ur ger ’ra bras ezhomm.
Pemp mil lur warn ugent gantañ zo kinniget
Da neb e zic’houelo er Skritur benniget.

Te p’hini a gemer ar pap evit vikel
Jezuz-Krist er bed-mañ, dic’houel, ma faotr, dic’houel
E Testamant Nevez ur ger a lavar se,
Pemp mil lur warn ugent az pezo hepdale.

    ***

Birviken n’ez on bet gwall dechet d’ar fortun,
Rak anez n’em bije lezet tro da nikun
Da redek an hini ’zo kinniget amañ
Ha da un tamm begek ’gousto nebeud a dra.

    ***

Nag a dud, va Doue, ’zirollo da c’hoarzhin
P’arruo deiz ar pae e palez paotr Stirlin[g] !
Eno ’vo jabadao etre an azened
O c’houlenn ar butun ’gavfont bout gounezet.

Met hemañ sioulik-ker, hep mar a lavaro :
« Mantret ’on d’ho lezel da vont gwennik en-dro
Va dineroù zo mat, met ho c’hoari zo fall
Pa ’po c’hoant da c’hounit, klaskit kentoc’h un dall. »