200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Nag a bet a glever bemdez oc’h hirvoudiñ
War bilig ar mizer ’zo kouezhet en o zi,
Hag a chom ’vel peulioù, pa n’o deus ’met plegañ
Evit rastellat aour ’leizh ar wazh o ruilhañ !
Un den mat eus Stirling, Bro-Skos, ’lavar deomp-ni
An Aotroù A. Cadot, ’zo pastor e Chauny,
O vezañ skuizh moarvat gant e sac’hadoù aour,
’Neus laket en e benn reiñ un toullad d’ar paour.
Pemp mil lur warn ugent a ginnig d’an hini
’Ziskouez dre ar Skritur ’dleomp pediñ Mari :
’Gavo en Aviel ul lec’h bennak anat
O lavarout a c’hell Mari hon sovetaat.
Pemp mil lur warn ugent e ro d’an den gwirion
’Zic’houel er bibl penaos gwin ar gomunion
A dle bezañ lipet gant ar beleg hepken
Hag e ve un dra fall e reiñ da bep kristen.
Pemp mil lur warn ugent d’ar mestr pe d’ar vestrez
’Zic’houel en Aviel e oa Per dizimez ;
Pe ’gavo er Skritur ur versed pehini
’Lâr eo krak difennet d’ar beleg dimeziñ.
An holl a oar hon eus dirak tron an neñvoù
Un avokad santel evit hon pec’hedoù ;
Pemp mil lur warn ugent ’ginnig da neb a c’hall
Diskouez, dre ar Skritur, ’zo unan bennak all.
Ar Romaned a dou eo bet Per eskob Rom.
A-raok ma kredo se ur ger ’ra bras ezhomm.
Pemp mil lur warn ugent gantañ zo kinniget
Da neb e zic’houelo er Skritur benniget.
Te p’hini a gemer ar pap evit vikel
Jezuz-Krist er bed-mañ, dic’houel, ma faotr, dic’houel
E Testamant Nevez ur ger a lavar se,
Pemp mil lur warn ugent az pezo hepdale.
***
Birviken n’ez on bet gwall dechet d’ar fortun,
Rak anez n’em bije lezet tro da nikun
Da redek an hini ’zo kinniget amañ
Ha da un tamm begek ’gousto nebeud a dra.
***
Nag a dud, va Doue, ’zirollo da c’hoarzhin
P’arruo deiz ar pae e palez paotr Stirlin[g] !
Eno ’vo jabadao etre an azened
O c’houlenn ar butun ’gavfont bout gounezet.
Met hemañ sioulik-ker, hep mar a lavaro :
« Mantret ’on d’ho lezel da vont gwennik en-dro
Va dineroù zo mat, met ho c’hoari zo fall
Pa ’po c’hoant da c’hounit, klaskit kentoc’h un dall. »