Kreisker
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Kreiz-kêr, pegen brav da’z kwelet,
Da bennig kuzhet er goabrenn !
Evel bleunioù tan, ar stered
’Strink a-dreuz da dantelezhenn
O sked, d’abardaez en hañv.
Kreiz-kêr, dit demat a lâran.
Pa oan gwechall en da gichen,
Sempl evel ur perroked bloaz,
O klask distagañ penn-da-benn
Rosa Rosæ, templum templa,
Nag a wech e chomen bodet* [baotet]
Da’z gwelet ken mistrig brodet !
***
O ! ur mintinvezh, n’ouzez ket,
Em eus te kavet koantoc’h c’hoazh,
Koantoc’h eget n’oufen lâret.
’B’oe zo tremenet trizek vloaz.
Ha pa vevfen pemp gwech pelloc’h
’Vidon na vi nemet kaeroc’h.
War-zu Bro-Saoz e oamp en hent.
Un avel bleiz a strope
Ar gwernioù ken na wigourent.
An noz teñval du ’hirvoude
Froudenn dañsal oe pell diouzhomp,
Ar c’houmoul ’valse ma c’hwezhjomp.
***
Ar paourkaezh lestr, ’vel ur grogenn,
’Nije war ar mor fuloret,
Wagenn her gase war wagenn.
Ar stur ’vel pa vije torret
N’en doa tamm nerzh evit sentiñ,
Nag an ijin-tan ’vit trec’hiñ.
En hevelep doare, e-lec’h
Rodal e mor du ar Saozon,
Hi ’n em gavas etre divrec’h
Aod glas Kastell-Paol-a-Leon.
Va joa ! p’arruas gouloù deiz
Da’z kwelet, Tour koantik a Vreizh !
***
Sellit, mignoned, sellit ’ta,
Sellit an tourioù ken brudet,
O ! Sellit, sellit da gentañ,
Ar gaerañ ’c’heller damwelet.
Kreiz-kêr benniget, an eurvad
’Evas pezh ’felle din lârat !