Kazimodo

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

N’it ket da lakaat en ho penn
E teuan, merc’hed, d’ho kelenn
War goantiri Kazimodo
Ken brudet gant Victor Hugo.
 
Nann ; diwar-benn un draig all
A fell din hiriv kaketal.
Ha ’velkent, merc’hedigoù kaezh,
Pa’z eo ken bras ma vadelezh.
 
Bete-goût e deufe an dour
Da zistrempañ ho pegig flour,
Hepdale deoc’h-c’hwi me ’gonto
Pegen koant oa Kazimodo.
 
Kavet en doa, nes un aoter,
Ur beg heñvel ouzh an hanter
Eus un o rannet en daou damm ;
Ur chouk tort iskis ; div c’har gamm :

Ul lagad treuzet, dizampar3 ;
Un tal moal ; ur fri togn ha berr ;
Pemp kant blevenn ruz ha melen4 ;
Pezhioù treid hir ; plad ha ledan ;

Petra c’hoazh ! Atô, div grogenn
Sant Jakez, e pep tu d’e benn ;
Ha, dreist ar marc’had, ur pezh dant
Evel m’en deus an olifant.

Arabat oe klask manegoù
Gouest da c’holo e grabanoù.
Gwir eo, n’en doa ezhomm ebet
’Vit reiñ o stal d’ar friponed.

Robin, Gringoir, an daou Frollo
’Oar ervat pegen divalô
’Oa kouezhañ dindan e skilfoù
Direspet evit o c’horfoù.

Deut oa, war-bouez son e gleier,
Ken bouzar hag ur bern gevier.
Setu stumm va C’hazimodo.
Moarvat, deoc’h-c’hwi kalz na blijo.

Koulskoude, me a lavar deoc’h :
N’eus bet morse soner kaeroc’h.
Evit netra, e lârfen c’hoazh :
Klaskit ’ta, merc’hed, bravoc’h gwaz.

Div garantez en doa va den :
Frollo, e vestr kozh hag… eben…
Na c’hoarzhit ket… Esmeralda.
Ur baotrezig eus ar c’hoantañ.

M’en defe lavaret e vestr :
« Skramp prim d’an uhelañ prenestr
Ha displeg da dort en avel. »
Eñ ’pije gwelet o nijal5.

Hogen pa wel tud digernezh
Darev da grougañ e vestrez,
Ha Frollo yud o c’hoarzhin,
E trok bazh war e daboulin :

Kregiñ ’ra ennañ, didruez,
Dre lec’h ledanañ e vragez,
’Vit deskiñ dezhañ bezañ kriz
E stlap diwar lein an iliz.

Distrujet e Esmeralda,
Ne fellas ken dezhañ bevañ.
Den na ouie pelec’h oa aet…
Ho daou kevret ’int bet kavet !

Ac’hanta ! Lavarit din-me
Hag eñ eo stank ar seurt tud-se ?
Hag eñ, ouzhpenn, na garfet ket
Ken meur paotr evit pried ?

    ***

Bremañ, c’hwi ’wel, ’rankan redek,
Rak pell m’an lan6 eus e gazeg.
Mar kirit dont emberr en-dro,
Ni a dorro ar c’hozh podoù ;

Rak hounnezh eo ar c’hoari goant
Pehini, tudoù, em boa c’hoant
’Mijemp graet kevret un tammig
’Vel pa vijemp c’hoazh yaouankik.


3 T dizamper

4 T melan

5 T nijel

6 lañ ?