Karrigell an Ankoù

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Laosk aze da besked, eme ar Mestr da Ber,
Me’z tesko da vezañ, ’barzh nebeut bloavezhioù,
Pesketaer eneoù. Ha va den mat seder
Kerkent da zilezel e dammoù rouedoù.

An holl a oar penaos an diskibl a galon
A dapas en un taol war-dro tri mil ene.
Nag a bet kant, a-raok mervel e Babilon
Ne lakeas ket Per war gwenodenn an neñv* !    [T ee] 

C’hwi ’soñj deoc’h marteze penaos hon c’hureed,
Kollet gante an tu da c’hounit eneoù,
Chom o divrec’h e kroaz da gontañ ar stered ?
N’ouzon netra tostoc’h d’ar gwellañ huñvreoù.

N’o gwelomp mui, ’vit gwir, disec’het gant ar c’hoant
Da vale war-lerc’h Per. ’Velkent hon beleien
’Oar tapout an dud kaezh, ’zo koantoc’h, o arc’hant.
Mar karit ma selaou, her gwelfet, kristeien.

Ar re vat zo en neñv, ’lavar ar pap Gregor,
Ar bouc’hed o leskiñ e tan gwall an ifern
E pelec’h ne gavont disterañ dor digor,
Ma rank pep hini chom da fringañ war e vern.

Eveldon-me, pa oac’h o lonkañ katekiz,
Moarvat hoc’h eus ivez, kevret gant ho person,
Lakaet da vousc’hoarzhin ar sent kozh en iliz,
’N ur ganañ kement-mañ war an hevelep ton :

« Neuze gant ar spont e rankfomp aparisañ
Da rentañ pizh hon c’hont d’ar barner rigourusañ.
Ur setañs a resevfomp a vuhez pe a varv,
Rak er stad en em gavfomp da jamez a bado. »

Kemerit an hent enk, eme Salver ar bed,
Hennezh eo an hini a gas eeun d’ar vuhez.
Diwallit, ’lâre c’hoazh, war-lerc’h ar Brofeded,
Rak an hent ledan eo hent ar gollidigezh.

Neuze ’ta va zud mat, mar geo gwirion Gregor,
Ma lâr gwir ho kantik, ma lâr gwir Mestr ar bed,
E pelec’h ’c’hell ar pap plantañ e Burgator,
Gant pehini e touz kement all a zeñved ???

O ! bezit divorc’hed. – Pa’z eo ar Baradoz
Ken diaes da bignat ; na n’hellan dispegañ
An ifern eus e skrab, me ’ra, me ar paotr kozh,
Ul lezenn ; dindani ’vo ret d’an holl plegañ :

« Piv bennak vo gantañ peurlipet e alan,
En ur garrigell don ’fell din e ve kaset
D’an tan er Purgator. Dre gan ha dre ziskan
Paeet mat, ni ’roio avel d’hon laboused.

E pevar c’horn ar bed, ’vo stennet ma reolenn,
Ha dio ! Kentik-kentañ neuze ken a foeltro
Etre ar pezhioù gwenn, dreist holl ar re velen,
Karrigell an Ankoù a vezo barr bep tro. »

    ***

Neuze ’ta me ’ranko, flutet an dienez,
Rostañ er fornigell hag amañ hag eno,
Betek ma vo fresket baron ha baronez !
Sac’h an dien ! mamm gaezh, d’ar reolenn-se, ken’o.

    ***

Ma, n’eus forzh, me ’rofe laouen bras daou wenneg
’Vit goût e peseurt tan ’ve devet hon ene…
Ha piv ’werzh e geuneud ’vit se ? – Azen gornek,
War c’hwezhigelloù zo, arabat gwaskañ re…

    ***

An Aotroù, ’mezon bras, mar zo ur « Purgator »,
Pa sono an drompilh, deiz ar varn jeneral,
’N em gavo gwell nec’het ’vit digeriñ an nor
D’ar re a vo eno o c’hoari mouchik-dall…