Kaerañ tra ur paeron

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Montroulez, A. Chevalier, 1885
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Dec’h c’hoazh, eme Gabig, ma stad oa trist-kenañ.
An holl o doa spered, begoù lemm ha lirzhin.
Me, ma lârjen ur ger, ’vije graet goap diouzhin :
« Sell ar balbouzer-se… petra c’hoari gantañ ? »

Un taol avel, setu an traoù war an tu gin.
An dud a serr o beg raktal ma kaozean ;
Kement hini a priz kement tra a lâran ;
Hiriv ’kavfen ar mêr a-du da prestañ din ;

War-bouez un neudenn brein me ’dapfe kalonoù ;
Ma taolfen ma chupenn, me ’rafe burzhudoù.
An abeg eus a se ha n’her welit-hu ket…

Va faeron – furañ den ! – ’noa goret un teñzor ;
Gant e pok diwezhañ hel ’ledas d’e filhor.
Hogen, war an dañvez ’ziwan atav spered.