Enor
Auteur
Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Morlaix, A. Chevalier, 1885
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :
- da F.-M. an Uc’hel
- Pa oan bihan
- Kazimodo
- Sul ar c'hazimodo
- Djali
- Kreisker
- Karrigell an Ankoù
- un Dro vale en Ifern
- un Taol sell er Baradoz
- Sklêrijenn
- Kreisker
- Dre amañ, dre aze
- Traouigoù
- ur Pesketaer
- Kaerañ tra ur paeron
- Marc’haridig
- Ti-kêr
- 200.000 livr aour da zastum a vec’h rastell
- ar C’hiz
- Koniri
- Enor
Enor d’hon soudarded ha d’hon martoloded
A ya ken kalonek betek ar broioù pell
Da ziskouez d’ar bed holl e ouzont c’hoazh mervel
Evit ar Frañs. D’he c’hlemm ? « Va anv ken brudet
Zo bet saotret e Chin ; hen netaat a zo ret. »
He bugale raktal ’deus kroget ’n he banniel
Hag eñ hen dougen sonn ’lâront a vouezh uhel :
« Ra vezo da viken doujet hon Mamm karet ! »
Va Breizh-Izel, te ’c’heus kaset da lodenn vat
Enep an torfedour ’vit her pigosat start.
O ! diouzhit en deo soñj ar rouanez trubard,
Ha dre holl adarre ’vo meulet ar Breizhad.
Gounezet an Tonkin, gant lorc’h ni a gano :
Enor deoc’h-c’hwi breudeur, hon deus veñjet eno !